Abija a redas war-lerc'h Jeroboam, hag e tapas digantañ kêrioù: Betel hag he c'hêrioù tro-dro, Jeshana hag he c'hêrioù tro-dro, Efron hag he c'hêrioù tro-dro.
Pa glevas Asa ar c'homzoù-se ha profediezh Obed ar profed, en em greñvaas, hag e lamas kuit an traoù euzhus diouzh holl vro Juda ha Benjamin, ha diouzh ar c'hêrioù en doa tapet e menez Efraim. Nevesaat a reas aoter an AOTROU a oa dirak porched an AOTROU.