Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Danevelloù 17:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Ha Jozafad e vab a renas en e lec'h, hag hemañ en em greñvaas a-enep Israel.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Danevelloù 17:1
12 Iomraidhean Croise  

Hag Asa a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet gant e dadoù e kêr David e dad. Ha Jozafad e vab a renas en e lec'h.


Er pevare bloaz eus Akab roue Israel, e oa deuet Jozafad mab Asa da roue war Juda.


Neuze e varvas, hervez komz an AOTROU disklêriet gant Elia. Ha Joram a renas en e lec'h, d'an eilvet bloaz eus Joram mab Jozafad roue Juda, rak n'en doa mab ebet.


Setu amañ pennoù an dud kadarn a oa gant David, hag a sikouras anezhañ gant holl Israel en e rouantelezh, evit e lakaat da ren, hervez komz an AOTROU diwar-benn Israel.


Pa voe startaet ar rouantelezh gant Roboam, ha pa voe deuet da vezañ kreñv, e tilezas lezenn an AOTROU, hag holl Israel gantañ.


Lakaat a reas strolladoù en holl gêrioù kreñv Juda, ha gwarnizonoù e bro Juda hag e kêrioù Efraim a oa bet tapet gant Asa e dad.


An Ammoniz zoken a rae profoù da Ozia, hag ar vrud anezhañ a zeuas betek dor an Ejipt, rak dont a reas da vezañ galloudek-meurbet.


Hag en em greñvaas, hag ec'h adsavas ar voger e-lec'h ma oa freuzet hag ec'h uhelaas anezhi betek an tourioù, hag e savas ur voger all en diavaez, hag e kreñvaas Milho e kêr David, hag ec'h aozas goafioù ha skoedoù e-leizh,


Ar roue a zougo kañvoù, ar priñs a wisko dic'hoanag, daouarn pobl ar vro a greno. Ober a rin dezho hervez o hentoù, hag o barnin hervez o barnedigezhioù, hag e ouezint ez on me an AOTROU.


Asa a voe tad da Jozafad. Jozafad a voe tad da Joram. Joram a voe tad da Ozia.


A-hend-all, va breudeur, en em greñvait en Aotrou ha dre e nerzh holl c’halloudek.


Neuze Jonatan mab Saül a savas hag a yeas da gavout David d'ar goadeg, hag e nerzhekaas e zaouarn e Doue,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan