Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Danevelloù 16:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Ben-Hadad a selaouas ouzh ar roue Asa, hag e kasas pennoù e arme a-enep kêrioù Israel. Hag e skojont war Ijon, Dan, Abel-Maim, hag holl zastumlec'hioù kêrioù Neftali.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Danevelloù 16:4
14 Iomraidhean Croise  

Pa glevas Abram e oa prizoniad e vreur, ec'h armas tri c'hant triwec'h eus e dud leal, ganet en e di, hag ez eas war-lerc'h ar rouaned-se betek Dan.


Ben-Hadad a selaouas ouzh ar roue Asa, hag e kasas pennoù e arme a-enep kêrioù Israel. Hag e skojont war Ijon, Dan, Abel-Bed-Maaka, Kinnerod a-bezh, hag holl vro Neftali.


an holl gêrioù a servije da diez-dastum en doa Salomon, an holl gêrioù evit ar c'hirri, ar c'hêrioù evit e varc'hegerien, ha kement a c'hoantae Salomon sevel e Jeruzalem, el Liban, hag en holl vro dindan e vestroni.


Roue Asiria a selaouas outañ. Pignat a reas a-enep Damask, hag e tapas anezhi, hag e harluas he fobl betek Kir, hag e lakaas Rezin d'ar marv.


Bez' ez eus un emglev etre te ha me, evel ma oa etre va zad ha da hini. Setu e kasan dit arc'hant hag aour, kae, torr da emglev gant Baesha roue Israel, evit ma pellaio diouzhin.


Adalek ma ouezas-se Baesha, e paouezas da sevel Rama, hag ec'h ehanas e labour.


Evel-se e teuas Jozafad da vezañ bras-kenañ. Hag e savas e Juda kreñvlec'hioù ha kêrioù a servije da diez-dastum.


ha Baalad, hag an holl gêrioù a servije da diez-dastum en doa Salomon, an holl gêrioù evit ar c'hirri, ar c'hêrioù evit e varc'hegerien, ha kement a c'hoantae Salomon sevel e Jeruzalem, el Liban, hag en holl vro dindan e vestroni.


Lakaat a rejont eta warno mistri-anerioù evit o bec'hiañ gant trevelloù. Evel-se e savjont da Faraon kêrioù Pitom ha Ramsez, evel dastumlec'hioù.


Ar bobl a gerzhe en deñvalijenn he deus gwelet ur sklêrijenn vras, hag ar sklêrijenn he deus lugernet war ar re a oa o chom e bro skeud ar marv.


Rak karantez an arc’hant eo gwrizienn an holl drougoù. Hiniennoù o vezañ dalc’het ganti, a zo en em zistroet diouzh ar feiz hag en em daolet o-unan er brasañ poanioù.


O vezañ kuitaet an hent eeun, en em gollet int o heuliañ hent Balaam mab Beor, a garas gopr an direizhder,


Neuze holl vibien Israel a zeuas er-maez, adalek Dan betek Beer-Sheba ha betek bro C'halaad, hag ar vodadenn en em zastumas evel un den hepken dirak an AOTROU e Mizpa.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan