2 Danevelloù 16:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
2 Neuze Asa a dennas arc'hant hag aour eus teñzorioù ti an AOTROU ha ti ar roue, hag o c'hasas da Ven-Hadad roue Siria, a oa o chom e Damask, en ur lavarout:
Asa a gemeras an holl arc'hant hag aour chomet e teñzorioù ti an AOTROU hag e teñzorioù ti ar roue, hag a roas anezho d'e servijerien. Hag ar roue Asa o c'hasas da Ven-Hadad mab Tabrimon, mab Hezjon, roue Siria a oa o chom e Damask, en ur lavarout:
Joaz roue Juda a gemeras an holl draoù santelaet, ar pezh en doa santelaet Jozafad, Joram hag Akazia, e dadoù rouaned Juda, hag an traoù en doa santelaet e-unan, an holl aour en em gave e teñzorioù ti an AOTROU ha ti ar roue, hag e kasas anezho da Hazael roue Siria, en em dennas eus Jeruzalem.
Er c'hwec'hvet bloaz ha tregont eus ren Asa, Baesha roue Israel a bignas a-enep Juda, hag e savas Rama, evit herzel ouzh an dud da zont pe da vont etrezek Asa roue Juda.
Bez' ez eus un emglev etre te ha me, evel ma oa etre va zad ha da hini. Setu e kasan dit arc'hant hag aour, kae, torr da emglev gant Baesha roue Israel, evit ma pellaio diouzhin.
Rak Akaz a gemeras ul lodenn eus ti an AOTROU, eus ti ar roue, hag eus hini ar pennoù, evit ober profoù da roue Asiria, met hep tennañ sikour digantañ.