Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Danevelloù 15:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 met en o enkrez e tistrojont d'an AOTROU, Doue Israel, hag e glasket o deus, ha kavet eo bet ganto.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Danevelloù 15:4
15 Iomraidhean Croise  

Hag holl Juda a laouenaas diwar-benn al le-se, dre m'o doa touet a-greiz o holl galon, ha m'o doa klasket an AOTROU gant o holl youl. Hag e gavet o doa, hag an AOTROU a roas diskuizh dezho a bep tu.


hag ez eas da gavout Asa, hag e lavaras dezhañ: Asa hag holl Juda ha Benjamin, selaouit-me! An AOTROU a vez ganeoc'h pa vezit gantañ. Mar klaskit anezhañ, c'hwi en kavo; met mar dilezit anezhañ, eñ ho tilezo.


Pa voe en enkrez, e c'halvas an AOTROU e Zoue, hag en em izelaas kalz dirak Doue e dadoù.


Koulskoude e sellas outo en o estrenvan, pa glevas o c'hriadennoù.


Selaouit ouzhin, c'hwi hag a red war-lerc'h ar reizhder, c'hwi hag a glask an AOTROU. Sellit ouzh ar roc'h ez oc'h bet kizellet diouti, ouzh ar vengleuz ez oc'h bet tennet anezhi.


Klaskit an AOTROU e-pad ma en em gav, galvit anezhañ e-pad m'emañ tost.


Ra zilezo an den drouk e hent, hag an den direizh e soñjoù, ha ra zistroio d'an AOTROU en devo truez outañ, d'hon Doue a bardon gant largentez.


Deuit, distroomp d'an AOTROU. Rak roget en deus, met yac'haat a raio ac'hanomp, skoet en deus, met lienañ a raio hor goulioù.


Lavarout a ri eta dezho: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Distroit din, eme AOTROU an armeoù, hag e tistroin deoc'h, eme AOTROU an armeoù.


Hag Izaia a gred lavarout: Kavet on bet gant ar re na’m c’hlaskent ket, anavezet on bet gant ar re na c’houlennent ket diwar va fenn.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan