Nehemia ar gouarnour, Ezdra an aberzhour ha skrib, hag al Levited a gelenne ar bobl, hag e lavarjont d'an holl bobl: An deiz-mañ a zo santel evit an AOTROU ho Toue. Na gañvaouit ket, na ouelit ket! Rak an holl bobl a ouele o klevout komzoù al lezenn.
Met an AOTROU eo Doue ar wirionez, an Doue bev hag ar Roue peurbadus. An douar a gren dirak e gounnar, hag ar broadoù ne c'hellont ket gouzañv e zroug.
He dorojoù a zo sanket en douar, distrujet ha torret en deus ar prennoù. He roue hag he fennoù a zo e-touez ar broadoù, al lezenn n'emañ ken. Ar brofeded zoken n'o deus gweledigezh ebet a-berzh an AOTROU.
Setu, an deizioù a zeu, eme an Aotrou AOTROU, ma kasin an naonegezh er vro, ne vo ket naonegezh a vara na sec'hed a zour, met an hini a glevout komzoù an AOTROU.
He fennoù a varn evit profoù, hec'h aberzhourien a gelenn evit ur gopr, he frofeded a ziougan evit arc'hant, hag en em harpont war an AOTROU o lavarout: Ha n'emañ ket an AOTROU en hon touez? Ar gwalleur ne zeuio ket warnomp!
gant ar re a zo hep lezenn, on bet evel hep lezenn, petra bennak ma n’on ket hep lezenn Doue pa’z emaon dindan lezenn Krist, evit gounit ar re a zo hep lezenn.
Rak int a lavar o-unan pebezh degemer hon eus bet diganeoc’h ha penaos hoc’h eus en em zistroet diouzh an idoloù da Zoue, evit servijañ an Doue bev ha gwirion,
Ha gouzout a reomp ez eo deuet Mab Doue, en deus roet deomp skiant evit anavezout an Hini gwirion, hag emaomp en Hini gwirion-se, en e Vab Jezuz-Krist. Eñ eo an Doue gwirion hag ar vuhez peurbadus.