Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Danevelloù 14:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Lemel a reas kuit an aoterioù estren hag an uhellec'hioù, hag e torras ar peulioù hag e tiskaras an Asheraoù.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Danevelloù 14:3
17 Iomraidhean Croise  

E anavezet em eus evit ma c'hourc'hemenno d'e vibien ha d'e diegezh war e lerc'h mirout hent an AOTROU, en ur ober kement a zo reizh hag eeun, evit ma lakaio an AOTROU da zont war Abraham ar pezh en deus lavaret anezhañ.


Lemel a reas kuit an uhellec'hioù, drailhañ ar peulioù, diskar an Asheraoù, ha bruzunañ an naer arem en doa graet Moizez, rak betek an deiz-se mibien Israel a lakae da vogediñ dezhañ; anvet e voe Nehushtan.


Bruzunañ a reas ar peulioù, troc'hañ an Asheraoù, hag e leunias al lec'h ma oant gant eskern tud.


Kas a reas an Ashera er-maez eus ti an AOTROU, hag er-maez eus Jeruzalem betek froud Kedron, hag he devas e-kichen froud Kedron, hag he lakaas e poultr, hag e taolas ar poultr-se war vezioù mibien ar bobl.


Asa a reas ar pezh a zo mat ha reizh dirak daoulagad an AOTROU e Zoue.


Hag ec'h urzhias da Juda klask an AOTROU, Doue o zadoù, ha mirout al lezenn hag ar gourc'hemennoù.


Met an uhellec'hioù ne voent ket lamet kuit a-greiz Israel. Koulskoude kalon Asa a voe eeun e-pad e holl zeizioù.


Hag ec'h adsavas aoter an AOTROU, hag e reas warni aberzhoù a drugarekadennoù hag a veuleudi, hag e lavaras da Juda servijañ an AOTROU Doue Israel.


Distrujet e voe dirazañ aoterioù ar Baaloù, hag eñ a ziskaras ar peulioù-heol a oa warno. Bruzuniñ a reas an Asheraoù, ar skeudennoù kizellet hag ar skeudennoù teuzet, hag o fuzuilhas, hag e stlabezas ar poultr war-c'horre bezioù ar re o doa aberzhet dezho.


Er c'hontrol e tiskarot o aoterioù, e torrot o delwennoù hag e troc'hot o Asheraoù.


me a zistrujo hoc’h uhellec’hioù hag e tiskarin ho peulioù, hag e lakain ho korfoù marv war gorfoù marv hoc’h idoloù, ha va ene en devo euzh ouzhoc’h.


Deviñ a reot en tan skeudennoù kizellet o doueoù. Ne c'hoantai ket ha ne gemeri ket evidout an arc'hant hag an aour a vo warno, gant aon na vefe kement-se ur stign, rak ez int un euzhusted d'an AOTROU da Zoue.


Evel-se e reot: neuze e tiskarot o aoterioù, e torrot o delwennoù, e troc'hot o asheraoù, e tevot en tan o skeudennoù kizellet.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan