Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Danevelloù 13:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Ha tud a netra, tud fall, a zo en em unanet gantañ, hag int o deus en em nerzhekaet a-enep Roboam mab Salomon. Roboam a oa yaouank ha tener, ha ne c'hellas ket derc'hel dirazo.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Danevelloù 13:7
20 Iomraidhean Croise  

Ha me a zo dinerzh hiziv, petra bennak ma'z on bet olevet da roue. Hag an dud-se, mibien Zeruja, a zo re c'halloudek evidon. Ra roio an AOTROU d'an hini en deus graet an droug hervez e zrougiezh!


Lakait da zerc'hel dirazañ daou vab Belial, evit testeniañ a-enep dezhañ o lavarout: Mallozhet ec'h eus Doue hag ar roue! Goude e kasot anezhañ er-maez, ha ra vo meinataet ha ra varvo.


Daou vab Belial a zeuas hag en em zalc'has dirazañ. Ar vibien Belial-se a destenias a-enep Nabod dirak ar bobl o lavarout: Nabod en deus mallozhet Doue hag ar roue. Goude e kasjont anezhañ er-maez eus kêr, hag e voe meinataet hag e varvas.


Pa welas holl Israel ne selaoue ket ar roue anezho, e respontjont d'ar roue o lavarout: Peseurt lodenn hon eus gant David? N'hon eus hêrezh ebet gant mab Jese! Pep hini d'e deltennoù, Israel! Ha bremañ, David, pourvez da'z ti! Evel-se, holl Israel a yeas d'e deltennoù.


Ar roue Roboam en em startaas eta e Jeruzalem, hag e renas. Ur bloaz ha daou-ugent e oa Roboam pa zeuas da roue, hag e renas seitek vloaz e Jeruzalem, ar gêr en doa dibabet an AOTROU a-douez holl veuriadoù Israel, evit lakaat enni e anv. E vamm a oa anvet Naama an Ammonadez.


Mibien a netra e oant, mibien hep anv, a zo bet kaset kuit eus ar vro.


Ne azezan ket gant an dud faos, ned-an ket gant an dud gaouiat.


An hini a labour e zouar en devo e walc'h a vara, met an hini a heuilh ar re zidalvez a zo dibourvez a skiant.


An hini a labour e zouar en devo e walc'h a vara, met an hini a heuilh ar re zidalvez en devo e walc'h a baourentez.


Gwalleur dit bro, a zo ur bugel da roue, hag a vez da briñsed o tebriñ adalek ar beure!


Ha tud yaouank a roin dezho da gabitened, ha bugale a reno warno.


Met ar Yuzevien diskredik, leun a warizi, a gemeras ganto un toullad paotred fall diwar al leurgêr, hag, o vezañ dastumet un engroez, e lakajont trubuilh dre gêr. O vont da di Jason, e klaskjont anezho evit o c’has dirak ar bobl.


Breudeur, na vezit ket bugale er pezh a sell ouzh ho prederioù, met bezit bugale vihan e-keñver an droug hag, e-keñver ho prederioù, bezit tud c’hraet.


Tud fall, mibien an droug, a zo deuet er-maez ac'hanout hag o deus douget d'an droug annezidi ar gêr-se o lavarout: Deomp ha servijomp doueoù all na'c'h eus ket anavezet,


Bez’ ez eus a dra sur, dreist-holl e-touez an amdroc’hidi, kalz a dud direizh, lavarerien aner ha touellerien.


Rak e-lec’h ma tlejec’h abaoe pell zo bezañ mistri, ezhomm hoc’h eus c’hoazh da zeskiñ ar c’hentelioù kentañ eus komzoù Doue, hag oc’h deuet da gaout ezhomm a laezh kentoc’h eget a voued kreñv.


Jefte a dec'has a-zirak e vreudeur, hag ez eas da chom e tiriad Tob. Peorien-gaezh en em zastumas en-dro da Jefte, hag e raent troioù gantañ.


Hag e rojont dezhañ dek ha tri-ugent pezh arc'hant eus ti Baal-Berid, hag Abimelek a c'hopraas ganto peorien-gaezh ha foeterien-hent a zeuas war e lerc'h.


An holl re a oa diaes en o aferoù, an holl re o doa dleoù, hag an holl re a oa c'hwerv o c'halon, en em zastumas gantañ, hag e voe o fenn. Bez' e voe evel-se gantañ war-dro pevar c'hant den.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan