Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Danevelloù 13:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Ha ne dleit ket gouzout en deus an AOTROU Doue Israel roet ar ren war Israel da Zavid, evit biken, dezhañ ha d'e vibien, dre un emglev didorrus?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Danevelloù 13:5
24 Iomraidhean Croise  

Neuze Joab hag ar bobl a oa gantañ a dostaas evit stourm a-enep ar Siriz, met ar re-mañ a dec'has kuit dirazañ.


An AOTROU en deus sevenet e gomz en doa disklêriet. Deuet on war-lerc'h David va zad, hag azezet on war dron Israel, evel m'en doa lavaret an AOTROU, ha savet em eus an ti-mañ da anv an AOTROU Doue Israel.


Pa vo peurechu da zeizioù hag ez i kuit gant da dadoù, e savin da lignez war da lerc'h, unan eus da vibien, ha me a startaio e ren.


Me a ziazezo anezhañ em zi hag em rouantelezh da viken, hag e zron a vo startaet da viken.


Bremañ eta, AOTROU Doue Israel, dalc'h e-keñver da servijer David d'ar pezh az poa prometet dezhañ, o lavarout: Ne vanki ket da gavout ur warlerc'hiad dirazon azezet war dron Israel, gant ma lakaio da vibien evezh d'o hent, evit kerzhout em lezenn evel ma ec'h eus kerzhet dirazon.


Hag e lavaris: Ar pezh a rit n'eo ket mat. Ha ne fell ket deoc'h kerzhout e doujañs hon Doue, kentoc'h eget bezañ dismegañset dre ar broadoù hon enebourien?


rak kasaet o deus an anaoudegezh, ha n'o deus ket dibabet doujañs an AOTROU.


e taolin ivez kuit lignez Jakob ha David va servijer, evit tremen hep kemer eus e lignez ar re a reno war lignez Abraham, Izaak ha Jakob. Rak o re zalc'het a zegasin en-dro, hag em bo truez outo.


O c'hinnig a ri dirak an AOTROU; an aberzhourien a daolo holen warno, hag a ginnigo anezho evel loskaberzh d'an AOTROU.


O roue, roet en doa an Doue Uhel-Meurbet da Nebukadnezar da dad ar rouantelezh, ar veurdez, ar c'hloar hag an enor.


Da holl brofoù graet e donezonoù a vo temzet gant holen; ne lezi ket da zonezon hep an holen eus emglev da Zoue; war da holl brofoù e kinnigi holen.


Roet em eus dit an holl brofoù savet e-touez an traoù santel a ginnigo mibien Israel d'an AOTROU, dit, da'z mibien ha da'z merc'hed ganit, ur reolenn beurbadus eo. Un emglev holen eo ha da viken dirak an AOTROU, evidout hag evit da lignez ganit.


Rak a-ratozh eo n’ouzont ket kement-mañ: an neñvoù a voe gwechall krouet dre c’her Doue, kenkoulz hag an douar a oa er-maez eus an dour hag en dour,


An AOTROU a lavaras da Samuel: Betek pegeit e ri kañv da Saül, pa em eus e daolet kuit evel roue war Israel? Leugn da gorn gant eoul ha kae. Me a gaso ac'hanout da gavout Jese eus Betlehem, rak gwelet em eus unan e vibien evel roue evidon.


Kas a reas eta d'e gerc'hat. Melegan e oa, gant daoulagad kaer hag un dremm vrav. An AOTROU a lavaras da Samuel: Sav hag olev-eñ, rak eñ eo.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan