Abija a grogas gant ar brezel gant un arme a vrezelourien galonek, pevar c'hant mil den a zibab. Jeroboam a renkas a-enep dezhañ, evit ar brezel, eizh kant mil den a zibab, brezelourien galonek.
hag ez eas da gavout Asa, hag e lavaras dezhañ: Asa hag holl Juda ha Benjamin, selaouit-me! An AOTROU a vez ganeoc'h pa vezit gantañ. Mar klaskit anezhañ, c'hwi en kavo; met mar dilezit anezhañ, eñ ho tilezo.
Kement-se a voe lavaret da Jotam, a yeas hag en em zalc'has war-lein Menez Gerizim. Hag e savas e vouezh hag e krias o lavarout: Selaouit ac'hanon, pennoù Sichem, evit ma selaouo Doue ac'hanoc'h!