Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Danevelloù 13:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Abija a grogas gant ar brezel gant un arme a vrezelourien galonek, pevar c'hant mil den a zibab. Jeroboam a renkas a-enep dezhañ, evit ar brezel, eizh kant mil den a zibab, brezelourien galonek.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Danevelloù 13:3
9 Iomraidhean Croise  

Diwar-benn nemorant oberoù Abijam ha kement a reas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Juda? Ha brezel a voe etre Abijam ha Jeroboam.


Joab a roas da Zavid roll niveradeg ar bobl. Bez' e oa en holl Israel ur milion kant mil den o tennañ ar c'hleze, hag e Juda pevar c'hant dek mil den ha tri-ugent o tennañ ar c'hleze.


Roboam a erruas e Jeruzalem, hag e tastumas ti Juda ha Benjamin, kant pevar-ugent mil den a vrezel dibabet, evit stourm a-enep Israel, hag evit degas ar rouantelezh en-dro dindan Roboam.


Ren a reas tri bloaz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Mikaja merc'h Uriel eus Gibea. Ha brezel a voe etre Abija ha Jeroboam.


Abija en em zalc'has war-lein Menez Zemaraim, a zo e menezioù Efraim, hag e lavaras: Jeroboam hag holl Israel, selaouit-me!


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan