Diwar-benn oberoù Roboam, ar re gentañ hag ar re ziwezhañ, kement-se ha n'eo ket skrivet e levrioù Shemaja ar profed hag Iddo ar gwelour, el lignezouriezh? Bez' e voe brezelioù dibaouez etre Roboam ha Jeroboam.
Abija a grogas gant ar brezel gant un arme a vrezelourien galonek, pevar c'hant mil den a zibab. Jeroboam a renkas a-enep dezhañ, evit ar brezel, eizh kant mil den a zibab, brezelourien galonek.
Zela, Elef, Jebuz, a zo Jeruzalem, Gibead, Kirjad. Ar c'hêrioù-se: pevarzek, gant o c'hêriadennoù. Hennezh e voe hêrezh mibien Benjamin, hervez o ziegezhioù.
Ha setu diouzh an noz, un den kozh a zistroe eus e labour, eus ar parkeier; bez' e oa eus menez Efraim hag e chome e Gibea. Met tud al lec'h-se a oa Benjaminiz.