1 En triwec'hvet bloaz eus ar roue Jeroboam, e teuas Abija da roue war Juda.
Ha goude e kemeras Maaka merc'h Absalom, a c'hanas dezhañ Abija, Atai, Ziza ha Shelomid.
Diwar-benn oberoù Roboam, ar re gentañ hag ar re ziwezhañ, kement-se ha n'eo ket skrivet e levrioù Shemaja ar profed hag Iddo ar gwelour, el lignezouriezh? Bez' e voe brezelioù dibaouez etre Roboam ha Jeroboam.
Ha Roboam a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e kêr David. Hag Abija e vab a renas en e lec'h.