Hag ar Siriz a dec'has dirak Israel. David a zistrujas seizh kant karr, ha daou-ugent mil marc'heger. Skeiñ a reas ivez war Shobak penn o arme, a varvas eno.
Rak an AOTROU en doa lakaet da glevout e kamp ar Siriz un trouz kirri hag un trouz kezeg, trouz un arme vras, e doare m'o deus lavaret an eil d'egile: Setu, roue Israel en deus paeet rouaned an Hitited ha rouaned an Ejipsianed da zont a-enep deomp.
Asa en doa un arme eus Juda, tri c'hant mil den o tougen ar skoed hag ar goaf, hag eus Benjamin, daou c'hant pevar-ugent mil den o tougen ar skoed bihan hag o tennañ ar wareg, holl a oa brezelourien galonek.
An Etiopiz hag al Libiz, ha ne oant ket un arme vras-meurbet, gant kirri ha marc'hegerien niverus? Met dre ma ec'h eus en em harpet war an AOTROU, lakaet en deus anezho etre da zaouarn.
Rak pignat a raent gant o zropelloù hag o zeltennoù, dont a raent a-leizh, evel kilheien-raden; int hag o c'hañvaled a oa diniver, hag e teuent e-barzh ar vro evit he distrujañ.
Hag ar Filistined en em zastumas evit ober brezel da Israel, gant tregont mil karr ha c'hwec'h mil marc'heger, hag ur bobl niverus evel an traezh a zo war vord ar mor. Pignat a rejont hag e kampjont e Mikmash, ouzh sav-heol Bet-Aven.