Salomon a glaskas lakaat d'ar marv Jeroboam, met Jeroboam a savas hag a dec'has d'an Ejipt e-kichen Shishak roue an Ejipt, hag e chomas en Ejipt betek marv Salomon.
Rak an AOTROU en doa lakaet da glevout e kamp ar Siriz un trouz kirri hag un trouz kezeg, trouz un arme vras, e doare m'o deus lavaret an eil d'egile: Setu, roue Israel en deus paeet rouaned an Hitited ha rouaned an Ejipsianed da zont a-enep deomp.
Ha te, Salomon va mab, anavez Doue da dad, servij-eñ gant ur galon eeun hag un ene youlus, rak an AOTROU a furch an holl galonoù hag a anavez pep mennad eus ar soñjoù. Mar klaskez anezhañ, e vo kavet ganit, met mar dilez anezhañ, ez taolo kuit da viken.
Asa en doa un arme eus Juda, tri c'hant mil den o tougen ar skoed hag ar goaf, hag eus Benjamin, daou c'hant pevar-ugent mil den o tougen ar skoed bihan hag o tennañ ar wareg, holl a oa brezelourien galonek.
Hag e tilezjont ti an AOTROU, Doue o zadoù, ha servijañ a rejont an Asheraoù hag an idoloù. Kounnar an AOTROU a voe war Juda ha war Jeruzalem en abeg da-se, dre ma oant en em rentet kablus.
a gas kannaded war ar mor e listri broen war an doureier: Kit, kannaded skañv, etrezek ar vroad galloudus ha skedus, etrezek ar bobl spouronus zoken er pellder, ar vroad kreñv a vac'h gant an treid, lodennet he douar gant stêrioù.
Da zrougiezh az kastizo, da zianzavadur az kourdrouzo, hag e ouezi hag e weli ez eo un dra fall ha c'hwerv, ma az pefe dilezet an AOTROU da Zoue, ha ma ne vefe ket va doujañs ennout, eme an Aotrou AOTROU an armeoù.