Adalek ar mare ma tistroas Amazia a-ziouzh an AOTROU, e voe graet un irienn a-enep dezhañ e Jeruzalem, hag e tec'has da Lakish. Met kaset e voe war e lerc'h da Lakish, hag e voe lazhet eno.
Goude-se, Sankerib roue Asiria, e-pad ma oa dirak Lakish hag e holl nerzhioù gantañ, a gasas e servijerien da Jeruzalem etrezek Ezekiaz roue Juda hag etrezek holl re Juda a oa e Jeruzalem, da lavarout:
Arme roue Babilon a vrezele a-enep Jeruzalem hag a-enep holl gêrioù Juda a vane, a-enep Lakish hag a-enep Azeka; ar re-se a oa kêrioù-kreñv hag a vane a-douez kêrioù Juda.
Evel ma tec'hent dirak Israel ha ma oant e diskenn Bet-Horon, an AOTROU a daolas warno mein bras eus an neñv betek Azeka, hag e varvjont. Ar re a varvas gant ar mein-grizilh a oa niverusoc'h eget ar re a lazhas mibien Israel gant ar c'hleze.
Ar pemp roue eus an Amoreaned: roue Jeruzalem, roue Hebron, roue Jarmud, roue Lakish, roue Eglon, en em zastumas hag a bignas gant o holl luioù, hag e kampjont a-enep Gabaon, hag e vrezeljont outi.