Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Danevelloù 10:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Ar roue Roboam a c'houlennas ali digant ar re gozh a oa bet e-kichen Salomon e dad pa oa bev, o lavarout: Peseurt respont am c'huzuilhit d'ober d'ar bobl-se?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Danevelloù 10:6
11 Iomraidhean Croise  

Absalom a lavaras da Akitofel: Goulennit kuzul etrezoc'h war ar pezh hon eus d'ober.


Hag e lavaras dezho: Distroit da'm c'havout a-benn tri deiz; hag ar bobl a yeas kuit.


Lavarout a raen: An deizioù a gomzo, niver bras ar bloavezhioù a roio da anavezout ar furnez.


Hent an diskiant a zo eeun dirak e zaoulagad, met an hini a selaou an ali a zo fur.


Selaou ar c'huzul ha degemer ar gelennadurezh, evit ma vi fur betek da zivezh.


Na zilez ket da vignon na mignon da dad, ha n'a ket e ti da vreur e deiz da estrenvan, rak un amezeg tost a dalvez muioc'h eget ur breur pell.


Rak en em douellet hoc'h eus hoc'h-unan pa hoc'h eus va c'haset etrezek an AOTROU ho Toue o lavarout: Ped evidomp an AOTROU hon Doue, ha disklêr deomp kement a lavaro an AOTROU hon Doue, hag e raimp kement-se.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan