Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Danevelloù 1:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Salomon a respontas da Zoue: Graet ec'h eus trugarez vras e-keñver David va zad, ha va lakaet ec'h eus da roue en e lec'h.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Danevelloù 1:8
13 Iomraidhean Croise  

Eñ eo an hini a ro un dieubidigezh veur d'e roue, a ra trugarez d'e Olevad, da Zavid ha d'e lignez da viken.


Salomon a lavaras: Diskouezet ec'h eus ur vadelezh vras e-keñver da servijer David va zad, dre m'en deus kerzhet dirazout er fealded, er reizhder hag en eeunder a galon ez keñver. Miret ec'h eus dezhañ ar vadelezh vras-se, ha roet dezhañ ur mab a zo azezet war e dron, evel hiziv.


Neuze ar roue David a zeuas d'en em zerc'hel dirak an AOTROU , hag a lavaras: Piv ez on, AOTROU Doue? Ha petra eo va zi ma ec'h eus va degaset betek amañ?


Hag a-douez va holl vibien, rak an AOTROU en deus roet din kalz mibien, dibabet en deus va mab Salomon, evit e lakaat da azezañ war dron rouantelezh an AOTROU war Israel.


Salomon a azezas eta war dron an AOTROU evel roue, e lec'h David e dad, hag e reas berzh, hag holl Israel a sente outañ.


Mervel a reas en ur gozhni vras, gwalc’het a zeizioù, a binvidigezhioù hag a c'hloar. Ha Salomon e vab a renas en e lec'h.


rak da vadelezh a zo bras em c'heñver, hag ec'h eus tennet va buhez eus lec'h don ar marv.


Piv eo an den a c'hello bevañ hep gwelout ar marv? Piv a saveteo e ene eus dorn lec'h ar marv?  Ehan


Roit ho skouarn ha deuit da'm c'havout, selaouit hag e vevo hoc'h ene; ha me a ziazezo ganeoc'h un emglev peurbadus, an trugarezioù divrall prometet da Zavid.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan