Ar roue Salomon hag holl vodadenn Israel dastumet en e gichen a oa dirak an arc'h, oc'h aberzhiñ deñved hag ejened, en niver ken bras ma ne c'hellent ket o c'hontañ nag o niveriñ.
Ha Salomon a ginnigas un aberzh a drugarekadennoù a brofas d'an AOTROU, daou vil ejen warn-ugent ha kant ugent mil dañvad. Evel-se ar roue hag holl vibien Israel a reas dedi ti an AOTROU.
An deiz war-lerc'h ec'h aberzhjont aberzhoù d'an AOTROU , hag e kinnigjont loskaberzhoù d'an AOTROU: mil kole, mil tourz, mil oan, gant o evadkinnigoù, hag aberzhoù e-leizh evit holl Israel.