Degas a rejont eta arc'h an AOTROU, hag e lakajont anezhi en e lec'h, e-kreiz an deltenn en doa savet David. Ha David a ginnigas loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù dirak an AOTROU.
David a savas hag a yeas, kenkoulz hag an holl bobl a oa gantañ, eus Baale-Juda, evit degas ac'hane arc'h Doue, a vez galvet an anv dirazi, anv AOTROU an armeoù a zo o chom etre ar cherubined.
hag e lavaras dezho: C'hwi hag a zo pennoù tadoù al Levited, en em santelait, c'hwi hag ho preudeur, ha degasit arc'h an AOTROU Doue Israel betek al lec'h ma em eus kempennet dezhi.
Degas a rejont eta arc'h Doue, hag e lakajont anezhi e-kreiz an deltenn en doa savet David. Hag e voe kinniget loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù dirak Doue.
Neuze Salomon a zastumas e Jeruzalem henaourien Israel, holl bennoù ar meuriadoù, ha pennoù-tadoù mibien Israel, evit dougen arc'h emglev an AOTROU eus kêr David, a zo Sion.