Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Danevelloù 1:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 ar furnez hag ar skiant a zo roet dit. Me a roio dit ivez pinvidigezh, madoù ha gloar, evel ma n'o deus ket bet ar rouaned a zo bet araozout, hag evel n'o devo hini ebet war da lerc'h.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Danevelloù 1:12
10 Iomraidhean Croise  

Holl rouaned an douar a glaske dremm Salomon, evit klevout ar furnez en doa lakaet Doue en e galon.


Ar binvidigezh hag an enor a zeu ac'hanout, mestr ez out war bep tra, an nerzh hag ar galloud a zo ez torn, ha da zorn eo a gresk hag a starta an holl draoù.


Hag an AOTROU a savas Salomon uhel-tre dirak holl Israel, hag a roas dezhañ ur splannder roueel, evel n'o doa bet a-raok dezhañ roue ebet en Israel.


Evel-se ar roue Salomon a voe brasoc'h eget holl rouaned an douar, dre e binvidigezh hag e furnez.


Ha n'eo ket e kement-se e pec'has Salomon roue Israel? E-touez broadoù niverus n'eus ket bet ur roue eveltañ, karet e oa gant e Zoue, ha Doue en doa e lakaet da roue war Israel holl, ha koulskoude ar gwragez estren a reas dezhañ pec'hiñ.


Kresket em eus ha brasaet muioc'h eget an holl re a zo bet a-raok din e Jeruzalem. Ha zoken va furnez a zo chomet ganin.


Hag ar pinvidigezhioù hag ar madoù a ro Doue da bep den, an traoù a laka anezhañ da vestr warno, evit debriñ ha kemer e lodenn diouto, hag evit bezañ laouen e-kreiz e labour, kement-se a zo un donezon digant Doue.


Met klaskit da gentañ rouantelezh Doue hag e reizhder, hag an holl draoù-se a vo roet deoc’h ouzhpenn.


D’an hini a c’hell ober dre ar galloud a labour ennomp muioc’h eget na c’houlennomp ha na soñjomp,


Ma vank furnez da unan bennak ac’hanoc’h, ra c’houlenno digant Doue a ro d’an holl gant largentez hep rebech, hag e vo roet dezhañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan