Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Danevelloù 1:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Ha Doue a lavaras da Salomon: Peogwir emañ kement-se ez kalon, ha ne'c'h eus ket goulennet diganin pinvidigezh, na madoù, na gloar, na marv ar re a gasa ac'hanout, na zoken deizioù niverus, met goulennet ec'h eus evidout furnez ha skiant, evit barn va fobl am eus da lakaet roue warni,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Danevelloù 1:11
15 Iomraidhean Croise  

Holl rouaned an douar a glaske dremm Salomon, evit klevout ar furnez en doa lakaet Doue en e galon.


Hag holl Israel a anavezas ar varn en doa graet ar roue. Hag e voe doujañs e-keñver ar roue, rak gwelout a rejont e oa ennañ furnez Doue evit barn gant reizhder.


Met an AOTROU a lavaras da Zavid va zad: Pa ec'h eus bet c'hoant da sevel un ti da'm anv, ec'h eus graet mat kaout ar mennozh-se.


Hag ar roue David a savas war e dreid hag a lavaras: Va breudeur ha va fobl, selaouit-me! C'hoant am boa da sevel un ti diskuizh da arc'h emglev an AOTROU , hag evit skabell treid hon Doue, ha prest e oan d'ober.


ar furnez hag ar skiant a zo roet dit. Me a roio dit ivez pinvidigezh, madoù ha gloar, evel ma n'o deus ket bet ar rouaned a zo bet araozout, hag evel n'o devo hini ebet war da lerc'h.


Ar furnez eus un den ijinus eo lakaat evezh ouzh e hent, met sotoni an amoeded a zo touellerezh.


rak e kuzh e soñj e-barzh e ene. Debr hag ev, a lavaro dit, met e galon n'emañ ket ganit.


Drezon eo e ren ar rouaned hag e c'hourc'hemenn ar briñsed ar pezh a zo reizh.


Ma’z pije miret anezhañ, daoust ha ne oa ket dit? Hag o vezañ e werzhet, ha ne oa ket e briz en da c’halloud? Penaos eta ec’h eus lakaet ar soñj-se en da galon? N’eo ket d’an dud ec’h eus lavaret gaou, met da Zoue eo.


Rak ger Doue a zo bev ha nerzhus, lemmoc’h eget kleze a zaou droc’h ebet, o treuziñ betek disparti an ene diouzh ar spered, ar juntoù diouzh ar mel, hag o merzhout soñjezonoù ha mennadoù ar galon.


Ha bez’ ez eus en ho touez un den fur bennak ha skiantek? Ra ziskouezo e oberoù dre ur gundu vat gant douster ha furnez.


Ar furnez eus an nec’h a zo da gentañ glan, goude peoc’hiek, habask, poellek, leun a drugarez hag a frouezh mat, hep ober van eus diaveazioù hag hep pilpouzerezh.


Met an AOTROU a lavaras da Samuel: Na laka ket evezh ouzh e zremm nag ouzh uhelder e vent, rak taolet em eus kuit anezhañ. An AOTROU ne wel ket evel ma wel an den. An den a sell ouzh diavaez an dud, met an AOTROU a sell ouzh ar galon.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan