Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




2 Danevelloù 1:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Ro din bremañ furnez ha skiant, evit ma ouezin en em ren dirak ar bobl-mañ. Rak piv a c'hellfe barn da bobl, ar bobl ken bras-mañ?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




2 Danevelloù 1:10
14 Iomraidhean Croise  

Diagent zoken, pa oa Saül roue warnomp, te eo an hini a gase er-maez hag a zegase en-dro Israel. Hag an AOTROU en deus lavaret dit: Te a vesaio va fobl Israel, te a vo penn Israel.


Ro da'z servijer ur galon boellek evit barn da bobl, evit merzout etre ar mad hag an droug. Rak piv a c'hellfe barn da bobl, hag a zo ken bras?


Ra roio hepken an AOTROU dit furnez ha skiant, ha ra lakaio ac'hanout da ren war Israel, en ur virout lezenn an AOTROU da Zoue.


Ro din skiant, hag e virin da lezenn, hag e heuilhin anezhi a-greiz va c'halon.


Da zaouarn o deus va graet ha va stummet. Ro din da vezañ meizek, hag e teskin da c'hourc'hemennoù.


Ar furnez eo ar penn-kentañ; degemer ar furnez ha, gant kement ec'h eus, degemer ar poell.


Drezon eo e ren ar rouaned hag e c'hourc'hemenn ar briñsed ar pezh a zo reizh.


a yelo er-maez dirazo hag a zeuio e-barzh dirazo, a lakaio anezho da vont ha da zont, evit na vo ket bodadenn an AOTROU evel deñved hep mesaer.


d’ar re-mañ ur c’hwezh a varv o reiñ ar marv, ha d’ar re-se all ur c’hwezh a vuhez o reiñ ar vuhez. Ha piv a zo barrek evit an traoù-se?


N’eo ket e vefemp barrek ac’hanomp hon-unan da soñjal un dra bennak evel pa deufe ac’hanomp, met hor galloud a zeu eus Doue.


Lavarout a reas dezho: Oadet on hiziv a gant ugent vloaz, ne c'hellin ken mont na dont, hag an AOTROU en deus lavaret din: Ne dremeni ket ar Jordan-se.


Ma vank furnez da unan bennak ac’hanoc’h, ra c’houlenno digant Doue a ro d’an holl gant largentez hep rebech, hag e vo roet dezhañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan