bet on ganit dre holl lec'h ma ec'h eus kerzhet, distrujet em eus da holl enebourien dirazout, graet em eus dit un anv evel anv ar re vras a zo war an douar,
Kalz a dud a gasas profoù d'an AOTROU, da Jeruzalem, ha traoù prizius da Ezekiaz roue Juda, en doare ma voe uhelaet dirak daoulagad an holl vroadoù goude-se.
Hag e lavaras: Me a vo ganit, ha setu amañ evit sin dit eo me a gas ac'hanout: Pa ez po degaset va fobl kuit eus an Ejipt, e servijot Doue war ar menez-mañ.
An AOTROU a lavaras da Jozue: Hiziv e krogin da sevel ac'hanout dirak daoulagad Israel, evit ma ouezint penaos, evel ma'z on bet gant Moizez, e vin ganit.