Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Yann 2:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 rak kement a zo er bed, c’hoantegezh ar c’hig, c’hoantegezh an daoulagad ha lorc’h ar vuhez ne zeu ket eus an Tad met eus ar bed.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

16 rag kement a zo er bed, droug‐ioul ar c’hig, droug‐ioul an daou‐lagad, hag ourgouil ar vuez, na zeu ket euz an Tad, mes euz ar bed.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Yann 2:16
34 Iomraidhean Croise  

Pa welas ar wreg e oa ar frouezh mat da zebriñ ha plijus d'an daoulagad, ha ma oa prizius evit digeriñ ar skiant, e kemeras eus he frouezh hag e tebras diouto. Reiñ a reas ivez diouto d'he fried a oa ganti, hag hemañ a zebras diouto.


mibien Doue, o welout penaos e oa koant merc'hed an dud, a gemeras gwragez a-douez ar re holl a blije dezho.


Graet em boa un emglev gant va daoulagad; penaos em befe sellet ouzh ur werc'hez?


Setu perak al lorc'h a ra an dro dezho evel ur gelc'henn, hag an taerder o golo evel ur gwiskamant.


Temptañ a rejont Doue en o c'halon, o c'houlenn boued hervez o c'hoantegezh.


N'o doa ket kollet ar c'hoant anezho. Ar meuzioù a oa c'hoazh en o genoù,


Lec'h ar marv hag an distruj n'o deus biken o gwalc'h, evel-se daoulagad an den a zo diwalc'hus.


Na c'hoanta ket he c'haerder ez kalon, ha na lez ket anezhi da'z tapout gant he malvennoù.


ar roue a gomzas o lavarout: Ha n'eo ket houmañ Babilon an hini vras, am eus savet evit bezañ chomlec'h ar roue gant nerzh va galloud, evit gloar va splannder?


Galvet e voe al lec'h-se Kibrod-Hataava, rak eno e voe beziet ar re o doa bet droukc'hoant.


An dastumad kemmesket e-touez mibien Israel en em roas d'an droukc'hoant, ha mibien Israel zoken en em lakaas a-nevez da ouelañ, hag e lavarjont: Piv a roio deomp kig da zebriñ?


An diaoul en kasas c’hoazh war ur menez uhel meurbet, a ziskouezas dezhañ holl rouantelezhioù ar bed hag o gloar,


Met me a lavar deoc’h penaos piv bennak a sell ouzh ur vaouez gant c’hoantegezh anezhi, en deus dija graet avoultriezh ganti en e galon.


An diaoul en kasas war ur menez uhel, a ziskouezas dezhañ en un taol holl rouantelezhioù ar bed,


Ha gwiskit an Aotrou Jezuz-Krist, na selaouit ket ar c’hig en e zroukc’hoantoù.


Hag an traoù-se a zo c’hoarvezet evit servijañ da skouer deomp, evit na c’hoantaimp ket traoù fall evel ma c’hoantajont-int.


Rak ar c’hig en deus c’hoantoù a-enep ar Spered, hag ar Spered en deus re a-enep ar c’hig, an daou a zo kontrol an eil d’egile en hevelep doare ma ne rit ket an traoù a fellfe deoc’h.


Ar re a zo da Grist o deus kroazstaget ar c’hig gant e youloù drouk hag e c’hoantegezhioù.


En o zouez e vevemp holl gwechall, hervez droukc’hoantoù hor c’hig, oc’h oberiañ hervez youloù ar c’hig hag an ene, hag e oamp dre hon natur bugale a fulor evel ar re all.


hag e kelenn ac’hanomp da zinac’h dizoujañs-Doue ha droukc’hoantoù ar bed, da vevañ er c’hantved-mañ gant poell, reizhder ha doujañs-Doue,


Rak ni ivez a oa gwechall diskiant, disentus, diheñchet, dindan hon techoù hag hor plijadurioù direizh, o vevañ er fallentez hag en avi, dellezek a gasoni hag o kasaat an eil egile.


Hounnezh n’eo ket ar furnez a zeu eus an nec’h, met douarel eo, kigel, diaoulek.


Met bremañ e kavit gloar en ho fougeoù. Pep fouge a seurt-se a zo fall.


Gwelet em eus er preizh ur vantell gaer a Shinear, daou c'hant sikl arc'hant, hag un dolzenn aour a hanter-kant sikl a bouez. O droukc'hoantaet em eus hag o c'hemeret, ha setu, an traoù-se a zo kuzhet en douar e-kreiz va zeltenn, hag emañ an arc'hant dindan.


hag evel bugale sentus, n’en em renit ket diouzh droukc’hoantoù ho tiouiziegezh a wechall.


Re garet-mat, ho pediñ a ran evel diavaezidi ha beajourien d’en em virout diouzh an droukc’hoantoù kigel a ra brezel ouzh an ene,


dreist-holl ar re a gerzh hervez ar c’hig e c’hoantidigezh an hudurniezh hag e dispriz ar galloud. Rok hag hardizh, e tismegañsont hep aon ar gloarioù,


O terc’hel lavarioù c’hwezhet gant fouge, e tennont dre zroukc’hoantoù ar c’hig hag gant an hudurniezh tud hag o doa nebeud a-raok tec’het diouzh ar re a vev en diroll,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan