Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Timote 6:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 ha ma tastumint evel-se evit an amzer da zont un teñzor lec’hiet war un diazez start evit kaout ar vuhez peurbadus.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

19 o tastum evel‐se evit an amzer da zond eun tenzor savet var eur fondamant vad, evit gallout kaoud ar vuez eternel.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Timote 6:19
23 Iomraidhean Croise  

Dre da zorn, AOTROU, dieub diouzh an dud, diouzh tud ar bed-mañ; o lodenn a zo er vuhez-mañ, leuniañ a rez o c'hof gant da vadoù, o mibien a zo leuniet hag e lezont an nemorant d'o bugale-vihan.


Evel ma tremen an arnev, evel-se ez a kuit an hini drouk, met an den reizh en em harp war un diazez peurbadus.


Nerzh ha splannder a stumm he dilhad, hag e c'hoarzh d'an deiz a zeu.


Ro ul lodenn anezhañ da seizh ha da eizh zoken, rak n'ouzout ket peseurt droug a zeuio war an douar.


Jezuz a lavaras dezhañ: Mar fell dit bezañ peurvat, kae, gwerzh kement ac’h eus, ro-se d’ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv. Goude-se deus hag heuilh ac’hanon.


Gwerzhit ar pezh hoc’h eus hag roit eñ en aluzen. En em rit yilc’hier deoc’h ha ne goshaint ket, un teñzor en neñv ha ne vanko biken, a-belec’h al laer ne dosta ket hag e-pelec’h ar preñv ne zistruj ket.


Abraham a respontas: Bugel, az pez soñj penaos ec’h eus resevet da vadoù e-pad da vuhez ha Lazar en deus bet poanioù. Bremañ eñ a zo diboaniet ha te a zo er poanioù.


Ha me a lavar deoc’h: Grit mignoned deoc’h gant pinvidigezhioù direizh, abalamour pa vankot, e viot degemeret en teltennoù peurbadus.


Lavarout a reas: Bez’ e oa en ur gêr ur barner na zouje ket Doue ha n’en doa resped ebet evit den.


Jezuz, o klevout kement-se, a lavaras dezhañ: Mankout a ra dit c’hoazh un dra: gwerzh kement ac’h eus, ro-se d’ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv. Goude-se deus hag heuilh ac’hanon.


Rak e Jezuz-Krist an amdroc’h ne servij da netra, nag an diamdroc’h, met ar feiz o labourat dre ar garantez.


evit ma chomo Krist en ho kalonoù dre ar feiz, hag evel-se, gwriziennet ha diazezet er garantez,


N’eo ket em befe erruet betek ar pal, pe e vefen en em gavet er parfeted, met redek a ran evit tapout ar priz, evel ma’z on bet tapet ivez gant Jezuz-Krist.


e redan gant gred war-zu ar pal evit priz galvidigezh neñvel Doue e Jezuz-Krist.


Stourm ar stourm mat eus ar feiz, krog er vuhez peurbadus ez out bet galvet dezhi, hag ec’h eus graet eviti un anzavadenn gaer dirak kalz a destoù.


Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue evit prezeg promesa ar vuhez a zo e Jezuz-Krist,


Koulskoude diazez start Doue a chom, o kaout ar siell-mañ: An Aotrou a anavez ar re a zo dezhañ, ha: Piv bennak a c’halvo anv Krist ra zilezo an direizhder.


evit un hêrezh divreinus, didarch, diweñvus, ha lakaet a-du en neñv evidoc’h,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan