Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Timote 6:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 ma raint ar mad, ma vint pinvidik en oberoù mat, prest da reiñ, da lodennañ,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

18 ma raint vad, ma vezint pinvidic en oberou mad, prest da rei, da zioueret lod euz ho danvez;

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Timote 6:18
38 Iomraidhean Croise  

Sebeliet e voe e kêr David gant ar rouaned, rak graet en doa vad da Israel, hag e-keñver Doue hag e di.


Skuilhet en deus, roet en deus d'ar beorien, e reizhder a bad da viken hag e benn a sav gant gloar.


Fiz en AOTROU, gra ar mad, bez o chom war an douar, debr ar wirionez evel boued.


Had da c'hreun adalek ar beure, ha na lez ket da zorn da ziskuizhañ da noz, rak n'ouzout ket petra a zeuio da vat, hemañ pe hennezh, pe hag-eñ e vo an daou ivez mat.


Anavezet em eus n'eus netra gwelloc'h evit un den eget bezañ laouen hag aes e-pad e vuhez.


Met an denjentil en deus mennadoù jentil, hag e kendalc'ho gant oberennoù jentil.


rann da vara gant an naoneg, degemer ez ti an ezhommeien o kantreal, gwisk an den a welez en noazh, n'en em guzh ket ouzh da nesañ.


Ro d’an neb a c’houlenn ouzhit, ha na zistro ket diouzh an hini a fell dezhañ amprestañ diganit.


Evel-se emañ gant an hini a zastum madoù evitañ e-unan ha n’eo ket pinvidik e Doue.


Eñ a respontas dezho: An neb en deus daou gwiskamant ra roio unan d’an hini n’en deus ket, hag an neb en deus boued ra zeuio d’ober an hevelep tra.


penaos Doue en deus olevet gant ar Spered-Santel ha gant galloud Jezuz a Nazared, a yae a lec’h da lec’h oc’h ober vat hag o yac’haat ar re holl a oa mac’het gant an diaoul, abalamour ma oa Doue gantañ.


An diskibien a zivizas kas, pep hini hervez e c’halloud, ur sikour d’ar vreudeur a chome e Judea.


Bez’ e oa e Jope un diskiblez anvet Tabita, da lavarout eo Dorkaz. Ober a rae kalz a oberoù mat hag a aluzenoù.


Kemerit lod en ezhommoù ar sent. Bezit buan da reiñ degemer en ho ti.


pe an hini a ali, ra en em stago ouzh an ali; pe an hini a ro aluzenoù, ra raio anezho gant eeunder; pe an hini a ren, ra raio gant evezh; pe an hini a ra oberoù a drugarez, ra raio anezho gant levenez.


Pep deiz kentañ eus ar sizhun, ra lakaio a-du pep hini ac’hanoc’h en e di un dra bennak, o tastum ar pezh a c’hello hervez e c’hounid, evit na c’hortozor ket ken ma vin erru evit ober ar c’hestoù.


Rak mar d-emañ ar gred ganeoc’h, ez eo plijus hervez ar pezh a zo ha nann hervez ar pezh n’eus ket.


Rak anavezout a rit gras an Aotrou Jezuz-Krist, hag eñ pinvidik, a zo en em c’hraet paour evidoc’h, evit ma vefec’h rentet pinvidik dre e baourentez.


Dre-se, e-pad ma hon eus al lec’h, greomp ar mad e-keñver an holl ha dreist-holl e-keñver ar re a zo eus tiegezh ar feiz.


An hini a laere ra ne laero ket ken, met ra labouro kentoc’h gant e zaouarn da un dra vat bennak, evit m’en devo peadra da reiñ d’an hini a zo en ezhomm.


he defe an testeni eus hec’h oberoù mat, an hini da vezañ savet he bugale, da vezañ degemeret an estrenien, gwalc’het o zreid d’ar sent, sikouret ar re c’hlac’haret, en em roet da beb seurt oberennoù mat.


a zo en em roet e-unan evit hon dasprenañ a bep direizhder hag evit hor glanaat, evel ur bobl a zo dezhañ e-unan, gredus evit an oberoù mat.


Ar ger-mañ a zo gwir hag e fell din e asurez gant nerzh an traoù-mañ, evit ma lakaio ar re o deus kredet e Doue d’en em reiñ d’an oberoù mat. Setu an traoù a zo mat ha talvoudus d’an dud.


Ha n’ankounac’hait ober vad ha reiñ lod eus ho madoù, rak Doue a gemer plijadur en un hevelep aberzh.


Selaouit, va breudeur karet-mat, ha Doue n’en deus ket dibabet ar re baour eus ar bed-mañ evit ma vint pinvidik er feiz hag heritourien ar rouantelezh en deus prometet d’ar re a gar anezhañ?


ra droio e gein d’an droug evit ober ar mad, ra glasko ar peoc’h ha ra heulio anezhi,


Mar en deus unan bennak madoù ar bed-mañ hag, o welout e vreur en ezhomm, e serr outañ e galon, penaos e chomfe karantez Doue ennañ?


Karet-mat, kemer skouer eus ar mad nann eus an droug. An hini a ra ar mad a zo eus Doue, met an hini a ra an droug n’en deus ket gwelet Doue.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan