Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Timote 5:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Na zegemer tamall ebet a-enep un henaour, nemet e vefe digant daou pe dri dest.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

19 Na zigemer tamal e‐bed a‐enep unan euz ar re Ancien, nemed beza e vefe daou pe dri dest.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Timote 5:19
14 Iomraidhean Croise  

Met ma ne selaou ket ac’hanout, kemer ganit un den pe zaou, evit ma vo an holl dra reizhet war gomz daou pe dri dest.


Pilat eta, o vezañ aet d’o c’havout, a lavaras dezho: Petra a damallit d’an den-se?


Skrivet eo en ho lezenn penaos testeni daou zen a zo gwirion.


Hag e rejont kement-se, o kas anezhañ d’an henaourien, dre zaouarn Barnabaz ha Saol.


Respontet em eus dezho n’eo ket giz ar Romaned lakaat un den d’ar marv a-raok m’en defe an hini tamallet bet dirak e damallerien ha m’en defe bet al librentez d’en em zifenn eus ar pezh ma’z eo bet tamallet.


Setu an trede gwech ma’z an d’ho kavout. War gomz daou pe dri dest pep tra a vo peurglozet.


War gomz daou dest pe dri dest e vo lakaet d'ar marv an hini a zle mervel. Ne vo ket lakaet d'ar marv war gomz un test hepken.


Un test hepken ne vo ket a-walc'h evit un torfed bennak pe evit ur pec'hed bennak, petore mank bennak a vefe graet; war gomz daou dest pe dri dest e vo talvoudek an dra.


Na zilez ket an donezon a zo ennout hag a zo bet roet dit dre brofediezh gant lakadur-daouarn kuzul an henaourien.


Ra vo an henaourien hag a c’houarn mat barnet dellezek eus un enor doubl, dreist-holl ar re a labour d’ar prezegerezh ha d’ar gelennadurezh.


mar en em gav unan bennak eno hag a vefe divlam, dimezet d’ur wreg hepken, o kaout bugale feal na vefent ket tamallet a ziroll nag a zisentidigezh.


An neb en deus torret lezenn Moizez a zo lakaet d’ar marv hep trugarez war desteni daou pe dri zest.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan