Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Timote 5:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Ra vo an henaourien hag a c’houarn mat barnet dellezek eus un enor doubl, dreist-holl ar re a labour d’ar prezegerezh ha d’ar gelennadurezh.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

17 Ra vezo ar re Ancien hag a c’houarn mad, istimet dign euz a eun henor doubl; dreistholl ar re a labour evit prezeg hag evit kelen.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Timote 5:17
41 Iomraidhean Croise  

Pa voent tremenet, Elia a lavaras da Elizea: Goulenn ar pezh a fell dit a rafen evidout, a-raok ma vin lamet diganit. Elizea a lavaras: Ra vo warnon, mar plij, ur muzul daougement eus da spered.


Komzit ouzh Jeruzalem hervez he c'halon, ha youc'hit dezhi ez eo echuet hec'h amzer a vrezel, ez eo pardonet he direizhder, hag he deus bet digant dorn an AOTROU div wech ar boan eus he mankoù.


Hag e roin dezho da gentañ an daougement eus o direizhder hag eus o fec'hed, dre ma o deus saotret va douar ha leuniet va hêrezh gant korfoù marv o zraoù kasaus ha gant o euzhusterioù.


Ra vo mezhek ar re a heskin ac'hanon, ha ra ne vin ket mezhek! Ra vint spouronet, ha ra ne vin ket spouronet! Degas deiz ar gwalleur warno, ha sko warno gant ur gouli daougementet.


Distroit d'ar c'hreñvlec'h, prizonidi leun a esperañs! Hiziv zoken e lavaran deoc'h, me a roio dit div wech kemend-all.


En debrot en ul lec'h bennak, c'hwi hag ho tiegezh, rak ho kopr eo en eskemm eus ho servij e teltenn an engalv.


Setu, henn lavaret em eus deoc’h a-raok.


Chomit en ti-se, o tebriñ hag oc’h evañ ar pezh a vo roet deoc’h, rak al labourer a zo dleet dezhañ e c’hopr. Na dremenit ket eus un eil ti d’egile.


An Aotrou a lavaras: Piv eo ar merour feal ha fur en deus ar mestr lakaet war e vevelien evit reiñ dezho en amzer dereat o muzuliad ed?


Me am eus ho kaset e-lec’h n’hoc’h eus ket labouret. Reoù all o deus labouret ha c’hwi a zo aet en o labour.


Hag e rejont kement-se, o kas anezhañ d’an henaourien, dre zaouarn Barnabaz ha Saol.


Diskouezet em eus deoc’h en holl draoù penaos en ur labourat evel-se ez eo ret sikour ar re wan ha kaout soñj eus gerioù an Aotrou Jezuz, en deus lavaret e-unan: Muioc’h a eürusted a zo o reiñ eget o resev.


Enorioù bras a rejont ivez deomp ha, pa’z ejomp kuit, e rojont kement hon doa ezhomm.


pe an hini a ali, ra en em stago ouzh an ali; pe an hini a ro aluzenoù, ra raio anezho gant eeunder; pe an hini a ren, ra raio gant evezh; pe an hini a ra oberoù a drugarez, ra raio anezho gant levenez.


Plijet eo bet ganto hag, evit gwir, dleourien e oant ivez dezho, rak mar o deus bet ar baganed lod en o madoù speredel, e tleont ivez reiñ dezho lod eus o madoù douarel.


Saludit Trifen ha Trifoz a labour evit an Aotrou. Saludit Persiz ar garet-mat, labouret he deus kalz evit an Aotrou.


Met dre c’hras Doue ez on ar pezh ma’z on, hag e c’hras em c’heñver n’eo ket bet difrouezh. Met labouret em eus kalz muioc’h egeto holl, n’eo ket me koulskoude, met gras Doue a zo ganin.


bezit sentus ouzh ar seurt tud-se hag ouzh ar re holl a labour hag a gemer poan.


Rak ni a zo oberourien gant Doue. C’hwi eo park Doue, an ti a sav Doue.


Pa’z eo gwir eta e labouromp asambles, e pedomp start ac’hanoc’h na zegemerot ket gras Doue en aner,


An hini a zo kelennet e ger Doue ra roio eta lod eus e vadoù d’an hini a gelenn anezhañ.


e resevo evit boued ul lodenn heñvel ouzh hini ar re all, ouzhpenn ar pezh a c'hellfe bezañ gwerzhet eus madoù e dadoù.


o tougen ger ar vuhez, en hevelep doare ma c’hellin, e deiz Krist, en em reiñ gloar dre ma ne’m bo ket redet en aner na labouret en aner.


Degemerit eta anezhañ en Aotrou gant pep levenez, enorit ar seurt tud-se.


Da bediñ a ran ivez, va c’henlabourer gwirion, sikour anezho, stourmet o deus ganin evit an Aviel kenkoulz ha Klemañs ha va c’henlabourerien all, emañ o anvioù el levr a vuhez.


rak ma ne oar ket unan bennak gouarn e di e-unan, penaos e kemero preder eus Iliz Doue?


Gouzañv a reomp, a dra sur, kement a labourioù ha kement a zismegañs abalamour ma’c’h esperomp en Doue bev, an hini eo Salver an holl dud, dreist-holl ar gredourien.


Na zilez ket an donezon a zo ennout hag a zo bet roet dit dre brofediezh gant lakadur-daouarn kuzul an henaourien.


Laka evezh ouzhit da-unan hag ouzh da gelennadurezh, kendalc’h e kement-mañ, rak ouzh o ober en em salvi da-unan hag e salvi ar re a selaou ac’hanout.


Mar displegez an traoù-se d’ar vreudeur, e vi ur ministr mat eus Jezuz-Krist, maget gant gerioù ar feiz hag ar gelennadurezh vat ac’h eus heuliet.


Na zegemer tamall ebet a-enep un henaour, nemet e vefe digant daou pe dri dest.


Enor an intañvezed a zo gwir intañvezed.


Ret eo d’al labourer-douar poaniañ a-raok dastum ar frouezh.


prezeg ar ger, dalc’h en amzer hag e-maez an amzer, kroz, gourdrouz, ali, gant pep pasianted hag en ur gelenn.


Sentit ouzh ho renerien ha plegit dezho, rak eveshaat a reont war hoc’h eneoù evel o tleout rentañ kont anezho, evit ma c’hellint ober kement-se gant levenez ha nann en ur glemm, rak e vefe dic’hounid deoc’h.


Saludit hoc’h holl renerien hag an holl sent. Re eus Italia a salud ac’hanoc’h.


Ho pet soñj eus ho renerien o deus prezeget deoc’h ger Doue, eveshait ouzh disoc’h o buhez hag heuilhit o feiz.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan