Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Timote 5:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Me a fell din eta ma timezfe ar re yaouank, m’o defe bugale, ma c’houarnfent o ziegezh, ha ma ne rofent d’an enebour lec’h ebet da zroukkomz,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Me a fell d’in eta e teufe ar re yaouank da zimezi, da gaoud bugale, da c’houarn ho zi, ha ne rofent d’an enebour leac’h e‐bed da zroug‐komz.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Timote 5:14
19 Iomraidhean Croise  

Abraham a yeas buan en e deltenn da gavout Sara, hag e lavaras: Degas buan tri sea flour bleud, toaz ha gra gwastell ganto.


Lavarout a rejont: Pelec'h emañ Sara da wreg? Respont a reas: Setu-hi aze en deltenn.


koulskoude, dre ma ec'h eus roet da enebourien an AOTROU lec'h da vallozhiñ gant an dra-se, ar mab a zo bet ganet dit a varvo a-dra-sur.


Pep maouez fur a sav he zi, met an hini ziskiant e ziskar gant he daouarn.


kemerit gwragez ha bezit tad da vibien ha merc'hed, kemerit gwragez evit ho mibien ha roit gwazed d'ho merc'hed, evit ma kanint mibien ha merc'hed, kreskit ha na zigreskit ket.


Neuze ar vinistred hag ar satraped a glaskas an tu dereat da damall Daniel diwar-benn aferioù ar rouantelezh. Met ne c'hellent kavout tu ebet na fazi ebet, rak feal e oa. Ha ne veze kavet ennañ na mank na fazi.


N’en em varnomp mui eta an eil egile, met kentoc’h barnit penaos na dleit ket lakaat un maen-kouezh pe reiñ un abeg a wallskouer d’ho preur.


Met e ran kement-se hag henn ober a rin c’hoazh evit lemel pep digarez digant ar re a glask an digarez da vezañ kavet eveldomp en traoù a dennont gloar diouto.


Me a fell din eta e pedfe an dud e pep lec’h, o sevel daouarn glan hep kounnar hag hep tabut.


o tifenn dimeziñ hag o c’hourc’hemenn tremen hep boued krouet gant Doue evit bezañ kemeret en ur drugarekaat gant an dud feal hag ar re o deus anavezet ar wirionez.


Met na zegemer ket an intañvezed yaouank, rak pa zeu o skañvder d’en em sevel a-enep Krist, e fell dezho dimeziñ,


Ra sello ar re holl a zo dindan yev ar sklaverezh o mistri evel dellezek a bep enor, evit na vo ket anv ha kelennadurezh Doue mallozhet.


bezañ diazez, diorged, aketus en o zi, mat, sentus ouzh o ezhec’h, evit na vo ket droukkomzet a-enep ger Doue.


en ur ger yac’h, divlam, evit ma vo an enebourien mezhekaet o vezañ n’o devo droug ebet da lavarout ac’hanoc’h.


Ra vo an dimeziñ enoret gant an holl hag ar gwele hep hudurnez, rak Doue a varno ar c’hadaled hag an avoultrerien.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan