Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Timote 4:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Ra ne zisprizo den da yaouankiz, met bez ur skouer d’ar gredourien, dre ar ger, dre ar gundu, dre ar garantez, dre ar spered, dre ar feiz, dre ar c’hlanded.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

12 Ra ziwallo pep den da ober disprij var da yaouankiz; mes bez da‐unan eur skouer d’ar re a gred, dre ar gomz, dre ar vuez vad, dre ar garantez, dre ar spered, dre ar feiz, dre ar burete.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Timote 4:12
19 Iomraidhean Croise  

hag e lavaras dezhañ: Red, komz ouzh an den yaouank-se o lavarout: Annezet e vo Jeruzalem hep moger, en abeg d'an dud ha d'al loened niverus a vo en he c'hreiz.


Diwallit da zisprizañ nikun eus ar vugaligoù-mañ, rak me a lavar deoc’h penaos o aeled en neñvoù a wel dalc’hmat dremm va Zad a zo en neñvoù.


Bezit heñvelerien ouzhin evel ma’z on heñveler ouzh Krist.


A-hend-all, breudeur, kement a zo gwirion, kement a zo onest, kement a zo reizh, kement a zo glan, kement a zo karantezus, kement a zo a vrud vat, hag a zo ennañ ur vertuz bennak hag a zo dellezek a veuleudi, ra zalc’ho an holl draoù-se en ho soñjoù.


Bet oc’h hon heñvelerien ha re hon Aotrou, o vezañ resevet ar ger e-touez kalz a c’hlac’haroù, gant levenez ar Spered-Santel,


Testoù oc’h ha Doue ivez, pegen santel, pegen reizh ha pegen didamall ez omp en em renet en ho keñver-c’hwi ar re a gred.


ha gras hon Aotrou he deus dreistfonnet, gant ar feiz hag ar garantez a zo e Jezuz-Krist.


Bez aketus d’en em ziskouez dirak Doue evel amprouet, evel ul labourer divlam o lodennañ gant eeunder ger ar wirionez.


Tec’h diouzh gwallc’hoantoù ar yaouankiz; klask ar reizhder, ar feiz, ar garantez, ar peoc’h gant ar re a c’halv anv an Aotrou gant ur galon c’hlan.


Taol evezh ouzh ar pezh a lavaran, ra roio an Aotrou skiant dit e pep tra.


Lavar an traoù-mañ, ali, gourdrouz gant ur gwir c’halloud. Ra ne zisprizo den ac’hanout.


ro da-unan en holl draoù skouer an oberoù mat, er gelennadurezh, er burentez, er siriusted, en onestiz,


Ha bez’ ez eus en ho touez un den fur bennak ha skiantek? Ra ziskouezo e oberoù dre ur gundu vat gant douster ha furnez.


Ar furnez eus an nec’h a zo da gentañ glan, goude peoc’hiek, habask, poellek, leun a drugarez hag a frouezh mat, hep ober van eus diaveazioù hag hep pilpouzerezh.


nann evel pa vijec’h mestr war ar re a zo fiziet ennoc’h met o vezañ skouer vat an tropell.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan