Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Tesalonikiz 4:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Setu amañ a-dra-sur bolontez Doue: Ra viot santelaet, ra en em diwallot diouzh an hudurniezh,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 rag setu aman bolontez Doue: ma veot rentet santel, ha ma en em virot ouz al libertinach,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Tesalonikiz 4:3
47 Iomraidhean Croise  

Desk din ober da volontez, rak te eo va Doue. Ra reno da Spered mat ac'hanon war an hent eeun!


Neuze em eus lavaret: Setu e teuan, skrivet eo diwar va fenn e roll da levr.


Pa gousko ur vaouez gant un den a zeuio dioutañ sper kediadenn, en em walc’hint en dour, hag e vint dic’hlan betek an noz.


Rak piv bennak a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù, hennezh eo va breur ha va c’hoar ha va mamm.


Rak eus ar galon e teu ar soñjoù fall, ar muntroù, an avoultriezh, ar gastaouerezh, al laeroñsioù, ar falstestenioù, an droukkomzoù.


Met me a lavar deoc’h penaos piv bennak a gas kuit e wreg, nemet evit difealded, a laka anezhi da vezañ avoultrerez, ha piv bennak a zimez d’ur wreg a zo bet kaset kuit, a ra avoultriezh.


Kement hini a lavar din: Aotrou, Aotrou, n’aio ket e rouantelezh an neñvoù, met ar re a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù.


Rak piv bennak a ra bolontez Doue, hennezh eo va breur ha va c’hoar ha va mamm.


Jezuz a lavaras dezho: Va boued eo ober bolontez an hini en deus va c’haset ha peurober e oberenn.


Mar fell da unan bennak ober e volontez, ec’h anavezo hag eo va c’helennadurezh eus Doue pe ha me a gomz ac’hanon va-unan.


met skrivañ dezho en em virout diouzh pep saotr an idoloù, diouzh ar c’hadaliezh, diouzh al loened mouget ha diouzh ar gwad.


da lavarout eo, m’en em virot diouzh ar pezh a zo bet aberzhet d’an idoloù, diouzh ar gwad, diouzh ar pezh a zo bet mouget ha diouzh ar c’hadaliezh. Mat a reot diwall diouzh an traoù-se. Yec’hed deoc’h!


Bremañ, breudeur, ho fiziout a ran e Doue hag e ger e c’hras, eñ hag a c’hell sevel ha reiñ deoc’h an hêrezh gant ar re holl a zo santelaet.


da zigeriñ o daoulagad ha d’o lakaat da dremen eus an deñvalijenn d’ar sklêrijenn hag eus galloud Satan da Zoue, evit ma resevint ar pardon eus o fec’hedoù hag un hêrezh e-touez ar re a zo santelaet dre ar feiz ennon.


Bez’ ez int leuniet a bep direizhder, a loustoni, a fallentez, a bizhoni, a dromplerezh, a warizi, a vuntroù, a dabutoù, a widre, a fallagriezh,


N’en em blegit ket d’ar c’hantved-mañ, met bezit cheñchet dre nevezidigezh ho klevidigezh, evit ma’c’h anavezot ez eo bolontez Doue mat, plijus ha peurvat.


Met bremañ, o vezañ dieubet eus ar pec’hed ha deuet sklavourien da Zoue, e tennit evit frouezh ar santeladur, hag evit diwezh ar vuhez peurbadus.


Ha drezañ eo ez oc’h e Jezuz-Krist, an hini a zo bet graet deomp a-berzh Doue, furnez, reizhder, santeladur ha dasprenadur,


Met abalamour d’an hudurniezh, ra en devo pep den e wreg ha pep gwreg hec’h ozhac’h.


hag o tistreiñ d’ho kavout, na rofe Doue din mezh en ho touez, na’m befe da ouelañ war meur a hini eus ar re o deus pec’het diagent ha n’o deus ket bet keuz eus an dic’hlanded, eus an hudurniezh hag eus ar c’hadaliezh o deus graet.


Hogen oberoù ar c’hig a zo anat: bez’ int avoultriezh, loustoni, hudurniezh, gadaliezh,


Dre-se na vezit ket hep poell, met komprenit petra eo bolontez an Aotrou.


o servijañ anezho nann zoken dindan o daoulagad, evel ma klaskfec’h plijout d’an dud, met oc’h ober a galon vat bolontez Doue, evel servijerien Krist,


Setu perak ivez, abaoe an deiz ma hon eus klevet kement-se, n’hon eus ket paouezet da bediñ evidoc’h ha da c’houlenn ma vefec’h leuniet eus anaoudegezh e volontez, e pep furnez ha klevidigezh speredel,


Lakait eta da vervel en hoc’h izili ar pezh a zalc’h d’an douar, ar c’hadaliezh, an hudurniezh, an drouksoñjoù, an droukc’hoantoù, ar pizhoni a zo idolerezh,


Epafraz hag a zo eus ho touez a salud ac’hanoc’h. Ur servijer eus Krist eo, ne baouez ket da stourm evidoc’h en e bedennoù, evit ma viot peurvat ha peurc’hraet en holl volontez Doue.


Rak gouzout a rit peseurt gourc’hemennoù hon eus roet deoc’h a-berzh an Aotrou Jezuz.


ra ouezo pep hini ac’hanoc’h derc’hel e gorf er santelezh hag en onestiz


Trugarekait en holl draoù, rak evel-se eo bolontez Doue e Jezuz-Krist en ho keñver.


Ra santelaio an Doue a beoc’h e-unan kement a zo ennoc’h, ha ra vo miret divlam hoc’h holl spered, ene ha korf, a-benn donedigezh hon Aotrou Jezuz-Krist.


Met e tleomp trugarekaat Doue dalc’hmat abalamour deoc’h, breudeur karet-mat gant an Aotrou, dre ma en deus Doue ho tibabet abaoe ar penn-kentañ evit ar silvidigezh dre santeladur ar Spered ha dre ar feiz er wirionez.


a zo en em roet e-unan evit hon dasprenañ a bep direizhder hag evit hor glanaat, evel ur bobl a zo dezhañ e-unan, gredus evit an oberoù mat.


Ezhomm hoc’h eus a basianted, evit goude bezañ graet bolontez Doue, ma resevot ar pezh a zo bet prometet.


ha ra ne vo gastaouer ebet na zisakr ebet evel Ezaü, a werzhas e zroed a vab henañ evit ur meuz.


a rento ac’hanoc’h peurc’hraet e pep ober mat, evit ma reot e volontez, oc’h ober e-unan ennoc’h ar pezh a gav mat, dre Jezuz-Krist, ra vo ar gloar dezhañ e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


Ra vo an dimeziñ enoret gant an holl hag ar gwele hep hudurnez, rak Doue a varno ar c’hadaled hag an avoultrerien.


dibabet hervez ragouiziegezh Doue an Tad, evit bezañ santelaet gant ar Spered, evit sentiñ ouzh Jezuz-Krist ha kaout lod e sparfadur e wad: Ra vo ar c’hras hag ar peoc’h kresket deoc’h!


evit na vevo mui hervez droukc’hoantoù an dud, met hervez bolontez Doue, e-pad an amzer a chom gantañ da vevañ er c’hig.


Ar bed a dremen, e c’hoantegezh ivez, met an hini a ra bolontez Doue a chom da viken.


Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c’hastaouerien, ar strobinellerien, an idolourien hag an holl c’haouiaded, o lod a zo er stank o teviñ gant tan ha soufr, ar pezh a zo an eilvet marv.


Met er-maez e vo ar chas, ar sorserien, ar re hudur, ar vuntrerien, an idolourien, ha piv bennak a gar hag a ra ar gaou.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan