Hag e voent er c'hañv, hag e oueljont, hag e yunjont betek an noz abalamour da Saül ha da Jonatan e vab, ha da bobl an AOTROU, ha da di Israel, dre ma oant kouezhet dre ar c'hleze.
Saül a ouezas e oa dizoloet David hag an dud a oa gantañ. Saül a oa azezet dindan un dervenn war ur c'hrec'h e Gibea, e c'hoaf en e zorn. Hag e holl servijerien en em zalc'he dirazañ.