Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Samuel 31:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Ar Filistined a vrezelas a-enep Israel, ha re Israel a dec'has dirak ar Filistined hag a gouezhas marv war venez Gilboa.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Samuel 31:1
10 Iomraidhean Croise  

Menezioù Gilboa, ra chomo ar glizh hag ar glav hep kouezhañ warnoc'h, hag ar parkeier hep kinnig profoù, rak aze eo bet taolet skoed an dud kadarn, ha skoed Saül, evel ma ne vije ket bet olevet gant eoul.


An den yaouank a gelaoue anezhañ a respontas: En em gavout a raen dre zarvoud war venez Gilboa, ha setu Saül en em harpe war e c'hoaf, ha setu ar c'hirri hag ar varc'hegerien a oa tost d'e dapout.


Jonatan mab Saül en doa ur mab mac'hagnet e dreid. Pa oa oadet a bemp bloaz, pa zeuas eus Jizreel ar c'heloù diwar-benn Saül ha Jonatan, e vagerez en kemeras hag a dec'has, hag evel ma'c'h haste tec'hout, e kouezhas hemañ, hag e teuas da vezañ kamm. E anv a oa Mefiboshed.


Met mar grit an droug, e viot distrujet, c'hwi hag ho roue.


En deizioù-se e tastumas ar Filistined o armeoù d'ober brezel a-enep Israel. Akish a lavaras da Zavid: Gouzout a rez a-dra-sur e teui ganin d'ar c'hamp, te ha da dud.


Samuel a lavaras da Saül: Perak ec'h eus va zrubuilhet, ouzh va lakaat da bignat? Saül a respontas: Nec'het bras on, rak ar Filistined a ra brezel ouzhin, ha Doue a zo aet diganin ha n'en deus ket respontet din, na dre ar brofeded na dre an huñvreoù. Da c'halvet em eus, evit ma roi din da c'houzout ar pezh am eus d'ober.


Ha zoken an AOTROU a lakaio Israel ganit etre daouarn ar Filistined. Warc'hoazh e viot ganin, te ha da vibien, hag an AOTROU a lakaio kamp Israel etre daouarn ar Filistined.


Ar Filistined en em zastumas, hag e teujont da gampiñ e Sunem. Saül a zastumas holl Israel, hag e kampjont e Gilboa.


Ar Filistined a zastumas o armeoù en Afek, hag an Israeliz a gampas e-kichen ar feunteun a zo e Jizreel.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan