Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Samuel 29:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Akish a c'halvas David hag a lavaras dezhañ: An AOTROU a zo bev! Te a zo un den eeun, hag e karjen da welout o tont er-maez hag o vont er c'hamp ganin, rak ne'm eus kavet netra fall ennout abaoe an deiz ma'z out deuet da'm c'havout betek hiziv. Met ne blijez ket d'ar briñsed.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Samuel 29:6
19 Iomraidhean Croise  

Abram a respontas da Sarai: Setu, da vatezh a zo etre da zaouarn, gra dezhi evel ma plijo ganit. Sarai a wallgasas anezhi, hag e tec'has kuit azirazi.


Anavezout a rez Abner mab Ner: deuet eo evit da douellañ, evit anavezout da zoareoù hag evit gouzout kement a rez.


Met anavezout a ran da chomlec'h, da zont ha da vont, ha da fulor a-enep din.


An AOTROU a ziwallo da zont ha da vont, a-vremañ ha da viken.


Met anavezout a ran da chomlec'h, da zont ha da vont, ha da fulor a-enep din.


An hini en em vennigo war an douar en em vennigo dre an Doue a wirionez, an hini a douo war an douar a douo dre an Doue a wirionez, rak enkrezioù an amzer dremenet a vo ankounac'haet, kuzhet e vint ouzh va daoulagad.


Ha mar deskont hentoù va fobl, mar touont dre va anv: An AOTROU a zo bev! evel m'o deus desket da'm fobl touiñ dre Vaal, e vint savet e-kreiz va fobl.


a yelo er-maez dirazo hag a zeuio e-barzh dirazo, a lakaio anezho da vont ha da zont, evit na vo ket bodadenn an AOTROU evel deñved hep mesaer.


Ra lugerno evel-se ho sklêrijenn dirak an dud, evit ma welint ho madoberoù ha ma teuint da reiñ gloar d’ho Tad a zo en neñvoù.


Doujañ a ri an AOTROU da Zoue, hag e serviji anezhañ, hag en em stagi outañ, hag e toui dre e anv.


Pa glevas Fineas an aberzhour, priñsed ar vodadenn ha pennoù milieroù Israel a oa gantañ ar c'homzoù a lavaras mibien Ruben, mibien Gad ha mibien Manase, e voent sederaet.


oc’h en em ren en un doare onest e-touez ar baganed, evit ma teuint da reiñ gloar da Zoue e deiz ar weladenn, o welout hoc’h oberoù mat e-lec’h droukkomz diwar ho penn evel pa vefec’h torfedourien.


o kaout ur goustiañs vat, evit ma vo mezhekaet er pezh a lavar a-enep deoc’h ar re a zeu da damall ho kundu vat e Krist, evel pa vijec’h torfedourien.


David a douas c'hoazh o lavarout: A-dra-sur e oar da dad em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, hag en devo lavaret: Ra ne ouio ket Jonatan kement-mañ, gant aon na vefe glac'haret. Met an AOTROU a zo bev ha da ene a zo bev, ur c'hammed 'zo etrezon-me hag ar marv.


Saül a douas dezhi dre an AOTROU o lavarout: An AOTROU a zo bev! Ne c'hoarvezo droug ebet ganit en abeg da gement-se.


Pennoù ar Filistined a lavaras: Petra a ra an Hebreed-se amañ? Hag Akish a respontas da bennoù ar Filistined: Ha n'eo ket David, servijer Saül roue Israel, a zo bet ganin deizioù 'zo, pe bloavezhioù 'zo? Ne'm eus kavet netra fall ennañ, abaoe an deiz m'eo deuet ganeomp betek hiziv.


Bremañ eta distro ha kae e peoc'h, evit ma ne ri netra a zisplije da briñsed ar Filistined.


Hag e kerc'hjont hag e tastumjont holl briñsed ar Filistined, hag e lavarjont: Petra a raimp gant arc'h Doue Israel? Hag e respontjont: Ra vo kaset arc'h Doue Israel betek Gad. Hag e tezougjont arc'h Doue Israel.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan