1 Samuel 29:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
11 Evel-se David a savas mintin mat, eñ hag e dud, evit mont kuit adalek ar beure, hag evit distreiñ da vro ar Filistined. Hag ar Filistined a bignas da Jizreel.
Jonatan mab Saül en doa ur mab mac'hagnet e dreid. Pa oa oadet a bemp bloaz, pa zeuas eus Jizreel ar c'heloù diwar-benn Saül ha Jonatan, e vagerez en kemeras hag a dec'has, hag evel ma'c'h haste tec'hout, e kouezhas hemañ, hag e teuas da vezañ kamm. E anv a oa Mefiboshed.
Pa erruas David hag e dud e Ziklag, d'an trede deiz, an Amalekited o doa en em daolet war vro ar c'hreisteiz ha war Ziklag. Skoet o doa war Ziklag ha devet anezhi.