Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Samuel 26:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 David a lavaras da Abner: Ha n'out ket ur gwaz? Piv a zo heñvel ouzhit en Israel? Perak ne'c'h eus ket diwallet da aotrou ar roue? Rak deuet eo unan bennak eus ar bobl evit lazhañ da aotrou ar roue.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Samuel 26:15
5 Iomraidhean Croise  

Ar roue a lavaras d'e servijerien: Ha n'ouzoc'h ket ez eo ur penn-bras a zo kouezhet hiziv en Israel?


Neuze Daniel, hag a oa anvet Beltshazar, a chomas sabatuet e-pad un eur, hag e soñjoù a drubuilhe anezhañ. Ar roue a gomzas o lavarout: Beltshazar, ra ne drubuilho ket an huñvre ac'hanout, nag e zisklêriadenn. Beltshazar a respontas o lavarout: Va aotrou, ra vo an huñvre evit ar re a gasa ac'hanout, hag e zisklêriadenn evit da enebourien!


Dont a reas da gavout an diskibien hag o c’havas kousket, hag e lavaras da Bêr: Ha n’hoc’h eus ket gallet beilhañ un eur ganin?


Hag e krias d'ar bobl ha da Abner mab Ner o lavarout: Ha ne responti ket, Abner? Hag Abner a respontas o lavarout: Piv out, te hag a gri d'ar roue?


Ar pezh ac'h eus graet n'eo ket mat. An AOTROU a zo bev! Dre ma n'hoc'h eus ket diwallet ho mestr, olevad an AOTROU , e tellezit ar marv. Ha bremañ sell pelec'h emañ goaf ar roue, hag ar pod dour a oa e-kichen e benn.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan