42 Abigail a savas buan hag a bignas war un azen, ha pemp eus he mitizhien a yeas war he lerc'h. Hag ec'h heulias kannaded David, hag e voe e wreg.
David a bignas eta di gant e ziv wreg, Akinoam eus Jizreel hag Abigail gwreg Nabal eus Karmel.
Mibien a voe ganet da Zavid en Hebron: e gentañ-ganet a voe Amnon, eus Akinoam eus Jizreel;
an eil a voe Kileab, eus Abigail gwreg Nabal eus Karmel; an trede a voe Absalom mab Maaka, merc'h Talmai roue Geshur;
Ha David a chomas gant Akish e Gad, eñ hag e dud, pep hini gant e diegezh. David en doa e ziv wreg, Akinoam eus Jizreel hag Abigail gwreg Nabal eus Karmel.
Div wreg David a oa bet tapet, Akinoam eus Jizreel hag Abigail gwreg Nabal eus Karmel.