Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Samuel 25:39 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

39 Pa glevas David e oa marv Nabal, e lavaras: Benniget ra vo an AOTROU en deus difennet va gwir en dismegañs am eus graet dorn Nabal, hag en deus harzet ouzh e servijer d'ober droug. Met an AOTROU en deus lakaet droug Nabal da gouezhañ war e benn. Ha David a gasas da gomz da Abigail, evit he c'hemer da wreg dezhañ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Samuel 25:39
29 Iomraidhean Croise  

David a lavaras dezhañ: Ra vo da wad war da benn, rak da c'henoù en deus testeniet a-enep dit o lavarout: Lakaet em eus d'ar marv olevad an AOTROU.


Hag ar roue a lavaras da Shimei: Gouzout a rez an holl zroug ac'h eus graet da Zavid va zad, gouzout a rez kement-se ez kalon, setu perak an AOTROU a ra da'z trougiezh kouezhañ war da benn.


Hag e krougjont Haman ouzh ar post en doa prientet evit Mardoke. Hag e voe sioulaet kounnar ar roue.


met pa voe deuet Ester dirak ar roue, hemañ a c'hourc'hemennas dre lizheroù ma kouezhfe war benn Haman an irienn fall en doa ijinet a-enep ar Yuzevien, ha ma vefe krouget, eñ hag e vibien, ouzh ar post.


toullet en deus ur poull don, met e kouezho er poull en deus graet.


Rak roet ec'h eus din va gwir, va c'haoz ac'h eus difennet, azezet out war da dron, te barner reizh.


An hini en deus kavet ur wreg en deus kavet an eurvad, ur grad-vat eo digant an AOTROU.


Un ti ha pinvidigezhioù a zo un hêrezh a-berzh an tadoù, hag ur wreg poellek a zo un hêrezh a-berzh an AOTROU.


rak an AOTROU a vreutaio o c'haoz, hag e tiwisko ene ar re o devo o diwisket.


Piv a gavo ur wreg vertuzius? He friz a zo pell dreist hini ar perlez.


Gaou eo ar goantiz, moged eo ar c'haerder, ar wreg a zouj an AOTROU eo an hini a vo meulet.


Ur c'hoar yaouank hon eus, n'eo ket c'hoazh bronnek. Petra a raimp d'hor c'hoar d'an deiz ma vo enklasket?


Gouzañv a rin fulor an AOTROU, rak pec'het em eus a-enep dezhañ, betek ma tifenno va c'haoz ha ma raio reizhder din. Va c'has a raio er-maez d'ar sklêrijenn, hag e welin e reizhder.


Met e pedan Doue na reot droug ebet, nann evit ma seblantfemp bezañ kavet mat, met evit ma reot ar pezh a zo dereat d’ober, ha pa dlefemp bezañ evel diveulet hon-unan.


Ra santelaio an Doue a beoc’h e-unan kement a zo ennoc’h, ha ra vo miret divlam hoc’h holl spered, ene ha korf, a-benn donedigezh hon Aotrou Jezuz-Krist.


An Aotrou am dieubo eus pep ober drouk hag a saveteo ac’hanon evit e rouantelezh neñvel. Dezhañ ra vo ar gloar e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


Bennigit an AOTROU! Rak ez eus bet pennoù hag o deus kemeret ar stur en Israel, hag ar bobl he deus diskouezet bolontez vat.


An AOTROU eta a vo barner, hag a varno etrezon-me ha te. Sellout a raio, breutaat a raio va c'haoz, hag em savetaio eus da zorn.


Bremañ va aotrou, an AOTROU a zo bev ha da ene a zo bev! An AOTROU en deus harzet ouzhit da skuilhañ ar gwad ha d'en em veñjiñ gant da zorn da-unan. Ha ra vo da enebourien hag ar re a glask noazout d'an aotrou evel Nabal.


Neuze David a lavaras da Abigail: Benniget ra vo an AOTROU Doue Israel, en deus da gaset hiziv a-raok din!


Met a-dra-sur eo bev an AOTROU Doue Israel, en deus harzet ouzhin d'ober droug dit! Ma ne vijes ket deuet buan a-raok din, ne vije manet da Nabal un den zoken, ac'hann da veure.


Servijerien David a zeuas da gavout Abigail da Garmel hag a gomzas dezhi o lavarout: David en deus hon degaset da'z kavout, da'z kemer evitañ da wreg.


Ha David a lavaras: An AOTROU a zo bev! An AOTROU e-unan a skoio warnañ, pe e teuio e zeiz hag e varvo, pe ez aio d'ar brezel hag e yelo da get,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan