Met an AOTROU a skoas war ar roue a voe lovr betek deiz e varv, hag e chomas en un ti en distro. Ha Jotam mab ar roue a voe e penn ti ar roue, hag e varne pobl ar vro.
Ha d'an noz-se, ael an AOTROU a zeuas hag a skoas e kamp an Asiriz, war gant pemp ha pevar-ugent mil den. Pa voed savet abred diouzh ar beure, setu, e oa korfoù marv a bep tu.
Ar roue ne selaouas ket ouzh ar bobl, ha kement-se a zeue a-berzh Doue, evit ma vefe sevenet ar gomz en doa lavaret an AOTROU da Jeroboam mab Nebad dre Akija eus Silo.
Hag e c'hoarvezas da hanternoz ma skoas an AOTROU war bep kentañ-ganet e bro Ejipt, adalek kentañ-ganet Faraon, azezet war e dron, betek kentañ-ganet an hini dalc'het en toull-bac'h, hag holl re gentañ-ganet al loened.
Ha diouzh ar beure, pa oa distroet Nabal eus e vezventi, e wreg a lavaras dezhañ ar pezh a oa c'hoarvezet, hag e galon a voe stroñset marvel hag e teuas da vezañ evel ur maen.
Neuze e sellot. Mar pign etrezek Bet-Shemesh, dre hent an harz, eo an AOTROU an hini en deus graet deomp an droug bras-se. Ma ne ra ket, e ouezimp n'eo ket e zorn en deus skoet warnomp, met eo c'hoarvezet kement-mañ ganeomp dre zarvoud.