Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Samuel 25:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

32 Neuze David a lavaras da Abigail: Benniget ra vo an AOTROU Doue Israel, en deus da gaset hiziv a-raok din!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Samuel 25:32
12 Iomraidhean Croise  

hag e lavaras: Benniget ra vo an AOTROU, Doue va mestr Abraham, ha n'en deus ket paouezet da vezañ trugarezus ha gwirion e-keñver va mestr! Pa oan en hent, an AOTROU en deus va renet e ti breudeur va mestr.


Ha setu ar pezh en deus lavaret ar roue: Benniget ra vo an AOTROU Doue Israel, en deus lakaet da vezañ azezet hiziv war va zron un den a welan gant va daoulagad.


Hag e lavaras: Benniget ra vo an AOTROU Doue Israel, en deus komzet gant e c'henou ouzh David va zad, hag en deus sevenet gant e zorn ar pezh en doa lavaret evel-henn:


Benniget ra vo an AOTROU, Doue hon tadoù, en deus lakaet kement-se e kalon ar roue evit enoriñ ti an AOTROU a zo e Jeruzalem,


Benniget ra vo an AOTROU, Doue Israel, a gantved da gantved, ha ma lavaro an holl bobl: Amen! Meulit an AOTROU!


Benniget ra vo an AOTROU! Rak diskouezet en deus e vadelezh em c'heñver, ha va lakaet evel en ur c'hreñvlec'h.


Benniget ra vo an AOTROU Doue, Doue Israel, an hini hepken a ra traoù burzhudus.


Jetro a lavaras: Benniget ra vo an AOTROU en deus dieubet ac'hanoc'h eus dorn an Ejipsianed hag eus dorn Faraon, en deus dieubet ar bobl eus galloud an Ejipsianed.


Benniget ra vo an Aotrou, Doue Israel, dre m’en deus gweladennet ha dasprenet e bobl,


Grasoù ra vo rentet da Zoue rak lakaet en deus an hevelep gred evidoc’h e kalon Tit,


Mibien Israel a voe sederaet gant kement-se, mibien Israel a vennigas Doue, ha ne gomzjont ken da bignat d'ober brezel dezho evit distrujañ ar vro m'edo o chom enni mibien Ruben ha mibien Gad.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan