Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Samuel 25:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

29 Mar sav unan bennak evit da drubuilhañ hag evit klask da vuhez, ene va aotrou a vo staget ouzh torkad ar vuhez e-kichen an AOTROU da Zoue. Ha teurel a raio pell, evel gant ur vatalm, ene da enebourien.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Samuel 25:29
17 Iomraidhean Croise  

Goude kement-se, komz an AOTROU a voe disklêriet da Abram en ur weledigezh, o lavarout: Na'z pez ket aon, Abram, me eo da skoed, ha da c'hopr a vo bras-meurbet.


Hag e tegasjont penn Ishboshed da Zavid en Hebron, hag e lavarjont d'ar roue: Setu penn Ishboshed mab Saül, da enebour, an hini a glaske da vuhez. An AOTROU en deus veñjet hiziv ar roue va aotrou eus Saül hag eus e ouenn.


Taolet eo biroù warnañ, n'eo ket espernet, tec'hout a ra diouto.


Marv re garet-mat an AOTROU a zo prizius dirak e zaoulagad.


O Doue! Va salv dre da anv, ha gra din reizhder dre da c'halloud.


eñ hag en deus miret ar vuhez d'hon ene, ha n'en deus ket lezet hon treid da gouezhañ.


Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Setu, ar wech-mañ ez an da dalmañ tud ar vro, hag e lakain anezho war enk, hag e vint tapet.


Din-me e vint eme AOTROU an armeoù, en deiz a gempennan e vint va dalc'h. Hag ec'h espernin anezho, evel ma espern un den e vab a servij anezhañ.


C’hoazh un nebeud amzer hag ar bed ne’m gwelo ken, met c’hwi am gwelo, abalamour ma vevan ha ma vevot ivez.


evit ma vint holl unan, evel ma’z out ennon, Tad, hag evel ma’z on ennout, evit ma vint ivez unan ennomp, evit ma kredo ar bed ec’h eus va c’haset.


me enno ha te ennon, evit ma vint unan en un doare klok, ha ma’c’h anavezo ar bed ec’h eus va c’haset hag ec’h eus o c’haret evel ma ec’h eus va c’haret.


Eürus out, Israel! Piv eo ar bobl a zo heñvel ouzhit, pobl saveteet gant an AOTROU, skoed da sikour, ha kleze da veurded? Da enebourien a vo doñvaet, ha te a vac'ho gant da dreid o lec'hioù uhel.


c’hwi hag a zo miret gant galloud Doue, dre ar feiz, evit ar silvidigezh prest da vezañ diskuliet en amzerioù diwezhañ.


Diwall a ra treid e re garet-mat, met ar re fall a zo dilavar en deñvalijenn, rak an den ne greñvaio ket gant e nerzh e-unan.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan