Kemer, me az ped, va frof a zo bet kinniget dit, rak Doue en deus va leuniet a c'hrasoù hag em eus a gement zo. Kement e talc'has warnañ ken en kemeras.
Ar roue a lavaras da Ziba: Petra a fell dit ober eus kement-se? Ziba a respontas: An ezen a servijo da jav evit ti ar roue, ar bara hag ar frouezh hañv da zebriñ evit an dud yaouank, hag ar gwin da evañ evit ar re a vo skuizh er gouelec'h.
Neuze e tistroas da gavout den Doue, gant an holl re a oa gantañ, hag en em zalc'has dirazañ hag e lavaras: Setu ec'h ouzon bremañ n'eus Doue ebet war an douar holl, nemet en Israel. Bremañ mar plij ganit, degemer un donezon a-berzh da servijer.
Rett em eus kavet eta pediñ ar vreudeur da vont a-raok d’ho kavout ha da echuiñ da gempenn al largentez ho poa dija prometet, evit ma vo prest, nann evel frouezh ar bizhoni met evel ul largentez.
Ha distroet e Ziklag, David a gasas diouzh ar preizh da henaourien Juda, d'e vignoned, o lavarout: Setu un donezon evidoc'h, eus ar preizh tapet war enebourien an AOTROU .