1 Samuel 25:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned26 Bremañ va aotrou, an AOTROU a zo bev ha da ene a zo bev! An AOTROU en deus harzet ouzhit da skuilhañ ar gwad ha d'en em veñjiñ gant da zorn da-unan. Ha ra vo da enebourien hag ar re a glask noazout d'an aotrou evel Nabal. Faic an caibideil |
Neuze Daniel, hag a oa anvet Beltshazar, a chomas sabatuet e-pad un eur, hag e soñjoù a drubuilhe anezhañ. Ar roue a gomzas o lavarout: Beltshazar, ra ne drubuilho ket an huñvre ac'hanout, nag e zisklêriadenn. Beltshazar a respontas o lavarout: Va aotrou, ra vo an huñvre evit ar re a gasa ac'hanout, hag e zisklêriadenn evit da enebourien!
Pa glevas David e oa marv Nabal, e lavaras: Benniget ra vo an AOTROU en deus difennet va gwir en dismegañs am eus graet dorn Nabal, hag en deus harzet ouzh e servijer d'ober droug. Met an AOTROU en deus lakaet droug Nabal da gouezhañ war e benn. Ha David a gasas da gomz da Abigail, evit he c'hemer da wreg dezhañ.