Neuze Juda a dostaas outañ hag a lavaras: Me az ped, va aotrou! Ra lavaro da servijer ur ger ez skouarn, me az ped, va aotrou, ha ra n'entano ket da fulor a-enep da servijer, rak te a zo evel Faraon.
Pa voe tostaet outi, ar vaouez a lavaras: Ha te eo Joab? Respont a reas: Me eo. Hi a lavaras dezhañ: Selaou komzoù da servijerez. Respont a reas: Me a selaou.
Hag e kendalc'has Ester da gomz dirak ar roue, hag en em daolas d'e dreid o ouelañ, hag e pedas anezhañ da virout ouzh drougiezh Haman an Agagad d'oberiañ er pezh en doa iriennet a-enep ar Yuzevien.
Goude-se David a savas hag a yeas er-maez eus ar c'hev, hag e krias war-lerc'h Saül o lavarout: Va aotrou ha va roue! Saül a sellas en a-dreñv: David a gouezhas, e zremm d'an douar, hag a stouas.
Ra ne daolo ket evezh va aotrou ouzh an den drouk-se, ouzh Nabal, rak evel e anv eo, anvet eo Nabal ha sotoni 'zo ennañ. Met me da servijerez, ne'm eus ket gwelet an dud en deus kaset va aotrou.
Pardon mar plij fazi da servijerez, rak an AOTROU ne vanko ket da reiñ da'm aotrou un ti dalc'hus, dre ma ren va aotrou brezelioù an AOTROU , ha ma n'eus bet kavet drougiezh ebet ennout da vuhez-pad.