Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Samuel 25:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 Pa welas Abigail eta David, e hastas diskenn diwar hec'h azen d'en em deurel war he dremm dirak David, hag e stouas d'an douar.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Samuel 25:23
12 Iomraidhean Croise  

D'an trede deiz, setu un den a zeuas eus kamp Saül, gant e zilhad roget ha douar war e benn. O vezañ deuet da gavout David, e kouezhas d'an douar hag e stouas.


Maouez Tekoa a gomzas eta ouzh ar roue, hag a gouezhas, he dremm d'an douar, a stouas, hag a lavaras: O roue, ro din sikour!


Neuze Akimaaz a grias hag a lavaras d'ar roue: Mont a ra mat pep tra! Hag e stouas dirak ar roue, e zremm d'an douar, hag e lavaras: Benniget ra vo an AOTROU da Zoue, en deus paket an dud o doa savet o dorn a-enep ar roue va aotrou.


Pa voe deuet Mefiboshed mab Jonatan, mab Saül, da gavout David, e kouezhas war e zremm, hag e stouas. David a lavaras: Mefiboshed! Hag e respontas: Da servijer!


David a zeuas etrezek Ornan, hag Ornan a sellas hag a welas David. Mont a reas er-maez eus al leur, hag e stouas dirak David, e zremm d'an douar.


Pa voe hi erruet, e vountas anezhañ da c'houlenn ur park digant he zad. Hag en em daolas a-ziwar c'horre hec'h azen, ha Kaleb a lavaras dezhi: Petra zo ganit?


Evel ma teue d'ar gêr, hi a alias anezhañ da c'houlenn digant he zad ur park. Hag en em daolas a-ziwar hec'h azenn, ha Kaleb a lavaras dezhi: Petra 'zo ganit?


Neuze e kouezhas war he dremm, e stouas d'an douar hag e lavaras: Penaos em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, ma taolez evezh ouzhin-me, un estrañjourez?


Ar paotr a yeas kuit. David a savas ouzh tu ar c'hreisteiz hag en em daolas, e zremm d'an douar, hag e stouas teir gwech. Goude e pokjont an eil d'egile hag e oueljont o-daou, ha zoken David a ouelas gwall galz.


Goude-se David a savas hag a yeas er-maez eus ar c'hev, hag e krias war-lerc'h Saül o lavarout: Va aotrou ha va roue! Saül a sellas en a-dreñv: David a gouezhas, e zremm d'an douar, hag a stouas.


Kouezhañ a reas d'e dreid hag e lavaras: Ra vo ar fazi warnon, va aotrou! Met ra gomzo da servijerez dirazout, ha selaou komzoù da servijerez.


Neuze e savas, e stouas he dremm d'an douar, hag e lavaras: Setu, da servijerez a vo ur vatezh evit gwalc'hiñ treid servijerien va aotrou.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan