Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Samuel 25:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Ra raio Doue da enebourien David hervez an diwezhañ rustoni, ma ne lezan dezhañ un den zoken da vevañ, ac'hann da veure, eus kement en deus.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Samuel 25:22
9 Iomraidhean Croise  

En abeg da-se, setu ez an da gas gwalleur war di Jeroboam, me a lamo kuit kement hini a zo da Jeroboam, an hini a droazh ouzh ar voger evel an hini a zo serret ha dilezet en Israel, hag e skubin ti Jeroboam evel ma vez skubet al lastez, betek ma vo aet da get.


Kerkent ha ma voe roue hag azezet war e dron, e skoas war holl di Baesha, ha ne lezas dezhañ nag an hini a droazh ouzh ar voger, nag ur c'har, nag ur mignon.


Setu ez an da lakaat ar gwalleur da zont warnout, hag e skubin da warlerc'hidi, me a lamo kuit kement hini a zo da Akab, an hini a droazh ouzh ar voger evel an hini a zo serret ha dilezet en Israel.


Holl di Akab a vo distrujet, ha me a lamo kuit kement hini a zo da Akab, an hini a droazh ouzh ar voger evel an hini a zo serret ha dilezet en Israel.


e-lec'h ma varvi e varvin, hag e vin beziet eno. Ra raio an AOTROU din hervez ar strizhder brasañ, mar deu tra all nemet ar marv da'm lemel diganit!


Saül a lavaras: Ra raio Doue din hervez an diwezhañ rustoni ma ne varvez ket, Jonatan.


ra raio an AOTROU da Jonatan hervez an diwezhañ rustoni! Ha mar plij da'm zad ober droug dit, e roin ivez dit da c'houzout, hag ez lezin da vont, hag ez i e peoc'h, ha ra vo an AOTROU ganit evel m'eo bet gant va zad!


Ha Jonatan a reas emglev gant ti David hag a lavaras: Ra denno an AOTROU veñjañs eus enebourien David!


Eli a lavaras: Pehini eo ar gomz en deus lavaret dit? N'he c'huzh ket ouzhin mar plij. Ra raio Doue dit hervez an diwezhañ rustoni mar kuzhez ur ger hepken ouzhin eus kement en deus lavaret dit.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan