20 Pignet war an azen, e tiskennas eus ar menez dre un hent er goudor. Ha setu, David hag e dud a ziskenne a-dal dezhi, hag en em gavas ganto.
Hag e reas dibrañ an azenez, hag e lavaras d'he servijer: Kas buan ha na c'horreka ken na lavarin dit.
Hag e lavaras d'he zud: Tremenit a-raok din, setu, e teuin war ho lerc'h. Met ne lavaras netra d'he gwaz Nabal.
David en doa lavaret: En aner eo em eus diwallet kement en doa an den-se er gouelec'h, en doare ma n'en deus kollet netra eus ar pezh a zo dezhañ. Rentet en deus din an droug evit ar mad.