O lakaat a reas etre daouarn e servijerien, pep tropell an eil goude egile, hag e lavaras d'e servijerien: Tremenit a-raok din ha lakait ur pennad etre ur vandenn hag eben.
Reiñ a reas an hevelep urzh d'an eil ha d'an trede, ha d'ar re holl a yae war-lerc'h an tropelloù, o lavarout: Evel-se e komzot pa en em gavot gant Ezaü:
Lavarout a reot: Setu, da servijer Jakob a zeu war hol lerc'h. Rak lavarout a rae: Dousaat a rin anezhañ gant ar prof a ya dirazon, ha goude-se e welin e zremm, marteze e tegemero ac'hanon en un doare trugarezus.
Un deiz, Jonatan mab Saül a lavaras d'an den yaouank a zouge e armoù: Deus ha tremenomp war-zu gwarded ar Filistined a zo en tu all. Met ne lavaras ket-se d'e dad.
Abigail a zistroas da gavout Nabal, ha setu e rae ur fest en e di, evel fest ur roue. Kalon Nabal a oa laouen ennañ, hag e oa mezv-kenañ. Hi ne lavaras dezhañ an disterañ tra betek an deiz warlerc'h.