Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Samuel 25:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Bremañ gra da vennozh, hag anavez ar pezh ac'h eus d'ober, rak divizet eo an distruj a-enep hor mestr hag a-enep e holl di. Met ken drouk eo, ken na greder den komz outañ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Samuel 25:17
19 Iomraidhean Croise  

Gad a zeuas eta da gavout David hag en roas da anavezout dezhañ o lavarout: Petra a fell dit e c'hoarvezfe ganit, pe seizh vloaz a naonegezh ez pro, pe tri miz o tec'hout dirak da enebourien hag int da redek war da lerc'h, pe tri devezh a vosenn ez pro? Bremañ dit da brederiañ ha da welout ar pezh am eus da respont d'an hini en deus va c'haset.


Lakait da zerc'hel dirazañ daou vab Belial, evit testeniañ a-enep dezhañ o lavarout: Mallozhet ec'h eus Doue hag ar roue! Goude e kasot anezhañ er-maez, ha ra vo meinataet ha ra varvo.


Daou vab Belial a zeuas hag en em zalc'has dirazañ. Ar vibien Belial-se a destenias a-enep Nabod dirak ar bobl o lavarout: Nabod en deus mallozhet Doue hag ar roue. Goude e kasjont anezhañ er-maez eus kêr, hag e voe meinataet hag e varvas.


Ha tud a netra, tud fall, a zo en em unanet gantañ, hag int o deus en em nerzhekaet a-enep Roboam mab Salomon. Roboam a oa yaouank ha tener, ha ne c'hellas ket derc'hel dirazo.


Hag evel ma komze ouzh ar roue, ar roue a lavaras dezhañ: Hag out bet lakaet da guzulier ar roue? En em denn! Perak e vefe skoet warnout? Ar profed en em dennas en ur lavarout: Gouzout a ran en deus divizet Doue da zistrujañ ac'hanout, dre ma ec'h eus graet-se ha ne'c'h eus ket selaouet va ali.


Hag ar roue, en e fulor, a savas eus ar fest hag a yeas e liorzh ar palez. Haman a chomas evit azgoulenn e vuhez digant ar rouanez Ester, rak gwelout a rae en doa divizet ar roue e goll.


An den a vo meulet hervez e boell, met an hini a zo tuet fall a galon a vo disprizet.


Tud fall, mibien an droug, a zo deuet er-maez ac'hanout hag o deus douget d'an droug annezidi ar gêr-se o lavarout: Deomp ha servijomp doueoù all na'c'h eus ket anavezet,


Evel ma laouenae o c'halon, setu tud kêr, mibien an droug, a gelc'hias an ti, a skoas war an nor, hag a gomzas ouzh an den kozh, mestr an ti, o lavarout: Laka da zont er-maez an den a zo aet ez ti, evit ma'c'h anavezimp anezhañ.


Met tud fall a lavaras: Penaos e tieubfe hemañ ac'hanomp? Hag e tisprizjont anezhañ, ha ne gasjont prof ebet dezhañ. Met eñ a chomas bouzar ouzh kement-se.


Hogen mibien Eli a oa tud fall. N'anavezent ket an AOTROU .


Mar lavar: Mat eo! Mont a ra mat pep tra evit da servijer, met mar bez fuloret, e ouezi ez eo an droug divizet eus e berzh.


Jonatan a lavaras: Pell diouzhit ar soñj-se! Rak ma teufen da c'houzout en defe divizet va zad an droug diwar da benn, perak ne rofen ket dit da c'houzout?


Servijet o deus da voger deomp, en noz hag en deiz, e-pad an holl amzer ma'z omp bet ganto o peuriñ an tropelloù.


Neuze Abigail a hastas hag a gemeras daou c'hant bara, div sac'h-lêr gwin, pemp dañvad fichet, pemp sea (5 sea   40 l) greun rostet, kant pakad rezin sec'h, ha daou c'hant kestad fiez sec'h, hag o lakaas war an ezen.


Ra ne daolo ket evezh va aotrou ouzh an den drouk-se, ouzh Nabal, rak evel e anv eo, anvet eo Nabal ha sotoni 'zo ennañ. Met me da servijerez, ne'm eus ket gwelet an dud en deus kaset va aotrou.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan